Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Enez Onza

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lamet em eus « 64 devezh-arat zo dindani. » ; 1 devezh-arat = war-dro 5000 m², da lâret eo 1/2 hektar ; war-dro 32 hektar zo dindan an enez eta ? 64 devezh-arat zo enni eo ar stumm reizh, met perak ober gant devezhioù-arat a-zivout ur vent douaroniel ?90.32.114.213 16 Ebr 2015 da 20:10 (UTC)[respont]

"Ar park-se zo tri devezh-arat dindanañ : tri devezh-arat ouzh e ober" a lenner e Geriadur Brezhoneg an Here (p. 319). --Llydawr (kaozeal) 16 Ebr 2015 da 20:58 (UTC)[respont]

N'hall ket Edgarig Welcomat gouzout pep tra, daoust ma plij dezhañ c'hoari e damm kentelier. 86.214.174.15 17 Ebr 2015 da 06:41 (UTC)[respont]

Lamet em eus al liamm etrewiki giz kozh, lakaet em eus liammoù Wikidata.
Lamet em eus perzhioù ar skeudenn vras, a oa e galizeg ha dianav d'ar Wikipedia brezhonek, na c'halle ket lakaat ar skeudenn war an tu dehou (setu perak e oa e penn ar pennad).
Gwelloc'h e vefe treiñ pep tra e brezhoneg kentoc'h eget eilañ/pegañ, kuit a gaout disoc'hoù kamm. 90.32.114.213 16 Ebr 2015 da 20:19 (UTC)[respont]

Reizh-kenañ e oa «enni» evel-just, evel ma kaver gant Jules Gros: «Ar park-se a zo tri devezh-arat ennañ». II/98.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Ebr 2015 da 07:38 (UTC)[respont]

Adlenn mat hag e kompreni. Den ne lar n'eo ket mat enni. Met un den damguzh a gav n'eo ket mat dindani. Hag adlaket e vo dindani en desped dezhañ. Evezhiadennoù all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Ebr 2015 da 17:31 (UTC)[respont]

Adlakaet en desped da emzalc'h dismegañsus (n'on ket "Edgar Wilcomat" (sic)") ha faskour 86.214.174.15 17/Bianchi-Bihan. 90.32.159.97 17 Ebr 2015 da 18:10 (UTC)[respont]

Poent Godwin gant Edgar adarre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Ebr 2015 da 18:14 (UTC)[respont]

N'ont ket an "Edgar" a seblantit kasaat kement, siwazh deoc'h. A-raok ingalañ poentoù Godwin e rankfec'h lenn ha kompren Fascisme/3 : Attitude autoritaire, arbitraire, violente et dictatoriale imposée par quelqu'un à un groupe quelconque, à son entourage — Larousse. Dres ar pezh a rit amañ bemdez, hervez am eus gwelet a-raok krediñ reizhañ ur pennad. Gwelet em eus ivez ez oc'h bet stanket da viken (12 kont) gant ar Wikipedia gallek evit tricherie, attaques personnelles, désorganisation de l'encyclopédie, faux-nez. Dres ar pezh a rit amañ bemdez, adarre. Ne'm eus kentel ebet da gaout diganeoc'h neuze. Pa ouezot sevel pennadoù e-lec'h o eilañ, pa ouezot eilañ ha treiñ penn-da-benn – kod hag all, gwiriañ ha reiñ daveoù, pa ouezot doujañ da reolennoù Wikipedia, pa ouezot ober gant kod wiki, pa ouezot ober labour kempenn neuze – ha kenlabourat e-lec'h klask lakaat ho soñj da lezenn dre arguzennoù toull, marteze e viot dellezek a vezañ degemeret da vat er gumuniezh daoust d'an disfiz a chomo da viken. Evit poent ne ouzit nemet postañ labour digempenn, tagañ an implijerien onest, ober fae warno, truchañ en ho "arguzennoù", klask chom mestr war ar Wikipedia brezhonek peogwir e "savit" stubs digempenn a-vil-vern ha peogwir ez oc'h gwarezet en abeg da niver bihan ar vrezhonegerien a zo gouest da sevel pennadoù a-zoare. N'eus ket ur Wikepediour ac'hanoc'h evit kement-se.
Me ne savin pennad ebet er Wikipedia-mañ keit ha ma vo dindan ho peli. D'ar gumuniezh, mererien hag all, d'ober war ho tro, mard eus youl d'en ober.
Tro 'm eus bet da lenn respontoù damheñvel d'ho tagadennoù, moarvat n'eus nemet "Edgared" eus an dud a sav a-enepdoc'h. Aet an holl kuit, siwazh, tud ouiziek ha dornet-mat en o zouez hervez am eus gwelet, ha mererien zoken. N'eus nemet unan a zalc'h penn, hag (h)e saludiñ a ran, pa rank bezañ kalonek evit chom sonn dirak un den a-seurt ganeoc'h.
Evidon-me, daoust da vroud mignoned din, en ho lezan er poullad lec'hid flaerius a lakait da vougañ ar Wikipedia brezhonek. 90.32.159.97 17 Ebr 2015 da 19:31 (UTC)[respont]

Gwir eo, kalz gwelloc'h e vefe ar bed ma vefe renet ganit. War a seblant n'eus nemedout a oar petra eo ar wikipedour gwirion, ha dit e tenn moarvat. C'hoarzhin mat a vez graet ganit. 86.214.174.15 17 Ebr 2015 da 20:50 (UTC)[respont]