Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Den (Douar-ar-C'hreiz)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pelec'h e kaver skouerioù eus ar stumm lies "mibien-den" ? --Llydawr (kaozeal) 25 C'hwe 2022 da 16:56 (UTC)[respont]

Neblec'h a-benn ar fin, gwir eo. "Men" a vez lâret e saozneg e-barzh al levrioù-se, ar stumm lies eo atav. Posubl e vefe lâr' "tud" ivez, mes din-me e talv "people" kentoc'h ha ne zere ket da ma soñj. Mard eo re drol an droienn-mañ eviddeoc'h e c'hallit he c'hemm. Undenbennak (kaozeal) 26 C'hwe 2022 da 09:35 (UTC)[respont]
N'em boa ket soñjet a-raok, mes gallout a rafed bout troet gant "Goured", pe "Gourion" marteze. Undenbennak (kaozeal) 4 Meu 2022 da 04:13 (UTC)[respont]
  • Troet em eus The Lord of the Rings e brezhoneg ("Aotrou ar Gwalennoù") evit an embanner skosat Evertype, da heul An Hobbit. Gant Tud em eus graet evit treiñ (en) Men a-hed ar 7 levrenn, evel er bomm-mañ er Stagadenn B :

The Second Age
These were the dark years for Men of Middle-earth, but the years of glory of Númenor.

An Eil Oadvezh
Bloaziadoù teñval Tud Kreizdouar e voe ar re-se, met bloaziadoù klod Númenor e voent.

Sklaer eo el levr an diforc'h a zo etre an Dud, an Elfed, an Hobbited hag ar Gorrien (nes komz eus Gobilined ha Trolled). Alan Dipode (kaozeal) 4 Meu 2022 da 10:07 (UTC)[respont]
Troet ho peus The Lord of the Rings?! Fiskal!, emichañs e vo embannet a-benn nebeut, prenet e vo ganin diouzhtu. Gourc'hemennoù evit ho labour, an Hobbit a zo pinvidik-meur e c'heriaoueg hag e yezhadur.
M' ho peus troet ar gerioù gant "tud" ha "kreizdouar" e vo kemmet neuze. Undenbennak (kaozeal) 4 Meu 2022 da 13:22 (UTC)[respont]