Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Deheubarth

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eus abeg ebet

  • da derriñ al liamm gant ur pennad savet: adkrouet e vo
  • da vrezhonekaat anvioù kembraek: n'eus ket gwall bell e oa unan hag a glaske lakaat Jorj Washington, unan all Lukius... Perak ne vije ket lakaet Dehoùbarzh ivez? Ha Rodri e-lec'h Rhodri, war zigarez n'eus ket "rh" e brezhoneg? 27 Mae 2009 da 12:32 (UTC)


Hoel zo ar stumm brezhonek kevatal ouzh Hywel kembraek. Pa lavaran kevatal e rankfen kentoc'h lavarout ez eo an hevelep anv. Ha perak neuze envel ur pennad Edouarzh III (Bro-Saoz) ha n'eo ket Edward III of England diwar zigarez e voe roue Bro-Saoz. Ha ret e vefe sevel ur pennad Friedrich II peogwir e oa un impalaer alaman ? Hag evel-just e rankimp sevel ur pennad Иван Грозный pa oa o ren e Rusia...Ha perak bezañ dibabet Karl V, impalaer santel (impalaer alaman), ha n'eo ket Carlos (roue Spagn), pe kentoc'h Carlo pa oa roue Sikilia, pe Karel pa oa ganet e Gent, pe Charles Quint pa rene ivez war broioù a veze komzet galleg eno. Ha petra dibab : "I" (evel roue Spagn) pe "V" (evel impalaer) ? Goulennoù heñvel a c'hallfe bezañ graet evit Karl Veur (?), pe Karl der Große (?), pe Carolus Magnus (?), pe Charlemagne (?) pe Carlo Magno (?) ha kement zo.

E gwirionez ez eo kamamzeriat an emzalc'h a glaskfe hiziv an deiz kavout stumm "broadel" anvioù rieion ar Grennamzer : al latin a oa ar yezh skrivet, mod all e veze displeget e kement yezh a oa anvioù ar rieion er yezh komzet. Ar rieion-se ne oant ket "dileuridi" o fobloù hogen ez aent kentoc'h d'ober a-gevret ur gumuniezh dezho o-unan.

Evit pezh a sell ouzh Hywel pe Hoel, war ar marc'had, ez eo anat -dreist-holl d'ar c'houlz-se- e oant an hevelep anv. Hywel hag Hoel zo stummoù skoueriekaet a-vremañ e kembraeg hag e brezhoneg ha mat pell zo. Perak dibab Hoel kentoc'h eget Hywel ? Peogwir ez omp er Wikipedia brezhonek ha netra ken. Naturel a-walc'h e kavfen, er Wikipedia kembraek, un pennad Hywel Llydawr evit dug Breizh etre 1066 ha 1084.

Meven 27 Mae 2009 da 13:10 (UTC)[respont]

Kement-se-holl zo mat-kaer ha da ginnig d'an holl genlabourerien, en davarn d'am soñj.
Pennadoù Hoel ha Hywel zo bet krouet amañ, ha ganin ma n'on ket faziet, hag ur pennad db pep hini eus an tri Hoel a voe konted. Db Karl ha Charlez ivez ez eus pep a bennad. Gouzout a ran un tammig eus petra zo kaoz, a gredan eta. Ma ranker kemman anvioù eo gant an holl e vo divizet.
Ar re a garfe sevel ur pennad Hywel LLydawr a c'hall mont da labourat evit ar wiki kembraek: bec'h a reont evit klask adtapout ac'hanomp, ha n'eus ket kalz traoù en o stal db Breizh. Bianchi-Bihan 27 Mae 2009 da 13:34 (UTC)[respont]
Traouioù da ouzhpennañ c'hoazh. Anatoc'h e hañval din e rank Mawr pe D(d)a bezañ troet, pa n'int nemet anvioù-gwan (mod all, koulz lakaat der Schöne, the Great ha kement zo evit rieion alaman pe saoz). Goulenn a rez, gant fent war a hañval, hag-eñ e rankfed skrivañ Rodri e-lec'h Rhodri war zigarez n'eus ket "rh" e brezhoneg ? Ne rin ket (evit ar c'houlz da vihanañ). Ret eo merkañ, evelkent, e voe skrivet gant Arzel Even, ma ne fazian ket (e levr n'emañ ket dindan va daoulagad), Reget e-lec'h Rheged (hag ivez Stratklut evit Strathclyde), en e Istor ar Yezhoù keltiek

Meven 27 Mae 2009 da 14:44 (UTC)[respont]

Kinnig a rez kemm an doare d'ober implijet amañ gant un dornad tud evit ober hervez da veno-te. Gra da ginnig en davarn eta.
Kement kinnig dw ur pennad all a rank bezañ lakaet er pajennoù stag outo.
D'an holl da c'houzout:
Sellit ouzh pajenn Kaozeal ar pennad Hywel Dda. --Llydawr 28 Mae 2009 da 07:06 (UTC)[respont]