Kaozeal:Chloephaga picta
Rannbennad nevezAnvioù lec'hel
[kemmañ ar vammenn]Ouette de Magellan eo e galleg, ar pezh a vefe Skilwaz Magellan
e brezhoneg.
Rannbennad "Anvioù lec'hel" : perak menegiñ ar spagnoleg hepken ? Koulz eo ebarzhiñ kement anv lec'hel (Oca de Magallanes, Magellangans, Upland goose, Magellan goose, Magelana kaŭkeno, Magelana ansero, etc) a gaver e listennad ar yezhoù er bann a zo war an tu kleiz, kement hag ober labour didalvez ! 90.32.29.116 30 Gwe 2015 da 19:40 (UTC)
- Hag a rez ken brav ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gwe 2015 da 20:08 (UTC)
Demat,
- Betek-hen e oa bet krouet daou bennad oc'h ober meneg eus "Magellan" — Magalhães er Wikipedia brezhonek — war dachenn al loenoniezh : Gioc'h Magalhães ha Mank Magalhães : ne gav ket din e vije mat dibab "Skilwaz Magellan" neuze kement ha chom poellek betek penn...
- Perak menegiñ ar spagnoleg hepken a-fet anvioù lec'hel ? Peogwir ne gaver al labous nemet e takadoù 'zo eus Suamerika ma vez komzet ar yezh-se gant an annezidi anezhe. Ha soñjet em boa, marteze e gaou, e c'hallfe bezañ talvoudus da zibab un anv boutin : ma kavit ez eo "labour didalvez" lamit hardizh, n'in ket d'en em zistrujañ evit kelo-se.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Her 2015 da 07:24 (UTC)
- Fernão de Magalhães pe Ferdinand Magellan - an daou zo a-feson --Couiros22 (kaozeal) 1 Her 2015 da 07:48 (UTC)
Sed amañ da-heul ar pezh en devoa skrivet Divi gKervella en niverenn 286 (p. 8) eus hor YEZH e Mezheven 2016 :
•Chloephaga picta, Ouette de Magellan, Upland Goose, Magellan goose
- Skilwaz Magellan
Evn eus Amerika ar su, met a gaver en Europa abaoe ur pennadig, e Belgia Dreist-holl. Un neizh a oa bet kavet e Laozag, e Breizh, e 2010.
An dalc'h a zo dreist-holl penaos skrivañ anv ar moraer a gaver e meur a anv labous, daoust ma teu an anv amañ eus Strizh-Mor Magellan e su pellañ Kevandir Amerika. Daoust ma oa portugalat (Fernão de Magalhães) en doa ergerzhet en anv Roue Kastilha, ac'hano e voe brudetoc'h stumm spagnolek e anv (Fernando de Magallanes) hag ar stumm latin muioc'h c'hoazh (Fernidandus Magellanus > Ferdinand Magellan, stumm m'eo anvazet dre vras dre ar bed), stumm eeun a zibaban amañ.
Degemeret e oa bet ar c'hinnig gant TermOfis OPaB : Skilwaz Magellan | Ouette de Magellan | Chloephaga picta (étudié).
Abegoù mat d'adenvel ar pennad Chloephaga picta ? A galon.--2A01:CB08:8E08:9800:89DF:D398:F2A9:7A80 13 C'hwe 2025 da 16:35 (UTC)