Mank Magalhães
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Spheniscus magellanicus, luc'hskeudennet
e-kichen Punta Arenas (Chile).
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Sphenisciformes | ||
| Kerentiad : | Spheniscidae | ||
| Genad : | Spheniscus | ||
| Anv skiantel | |||
| Spheniscus magellanicus (Forster, 1781) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar mank Magalhães(Daveoù a vank) a zo ur spesad evned, Spheniscus magellanicus an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Aptenodytes magellanica (kentanv) da gentañ-penn (e 1781)[1] gant an naturour alaman Johann Reinhold Forster (1729-1798). Dougen a ra anv ar moraer portugalat Fernão de Magalhães (war-dro 1480-1521) a voe roet e anv d'ur strizh-mor ma c'haller kavout al labous.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel an holl vanked ez eo dic'houest da nijal.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar besked (genougammed en o zouez) met ivez diwar stivell, krill ha kresteneged all.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavout a reer ar spesad war aodoù Patagonia hag en inizi Juan Fernández, Maloù hag en Isla de los Estados[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Spheniscus magellanicus war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Spheniscus magellanicus war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
