Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Caer y Twr

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kemmet eo bet titl ar pennad-mañ ([1]) : Caer y Tŵr a lenner koulskoude e skridoù kembraek, e lec'hienn Cadw (e kembraeg pe e saozneg), pe c'hoazh en ur pennad gant BBC Kembre, gant ar ger cy:Tŵr skrivet evel ma reer peurvuiañ e kembraeg. --Llydawr (kaozeal) 25 C'hwe 2015 da 22:10 (UTC)[respont]

Evel-just. Tour zo tŵr e kembraeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 05:14 (UTC)[respont]
Kemmet em boa dre ma'm boa gwelet e oa "Mynydd Twr" eus un tu da ditl ha "Caer y Tŵr" eus an tu all. Ar pezh a oa dislavar da'm soñj. Evel displeget ganin em eus graet evel er wiki kembraek. Kaoz a zo eus se war o fajenn gaozeal [2].
"Twr" eo ar skrivadur war ar gartenn hollgembraek eus Kembre (Cyhoeddiadau Stad), hag evit Owen & Morgan, Dictionary of the Places-names of Wales, Gomer, 2008, eo kentoc'h ar ger "twr" (= brezhoneg "tor", a gaver implijet e saozneg ivez evit torgennoù). Hervezo eo bet levezonet an displegadur goude pa oa bet kavet un tour war al lec'h: «This ambiguity survives in modern usage in spelling and pronunciation, but since tŵr > twr would be unusual, the persistent survival of twr is surely dependable evidence of its seniority.» Da lavaret eo "Twr" a seblant evito bezañ gwirheñveloc'h, hag hervezo ivez ez a elfennoù all a-du gant se ivez evel anvioù-lec'h tost.

--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 09:28 (UTC)[respont]

Trugarez eus an displegadenn. Diouzh a lenner e pajenn gaozeal ar pennad kembraek cy:Mynydd Twr ez eus daou zoare da zisplegañ an anv-lec'h, gant twr (pentwr, crug ; = "bern", kar d'ar ger brezhoneg "tor") ha gant tŵr (= "tour" e brezhoneg). Mat e vefe menegiñ an div zisplegadenn-se er pennad. --Llydawr (kaozeal) 26 C'hwe 2015 da 11:18 (UTC)[respont]