Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Bulle Ogier

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak e chom titloù ar filmoù e galleg, pan eo bet brezhonekaet anvioù orin taolennoù Georges de La Tour ?--90.32.241.98 22 Mae 2016 da 10:40 (UTC)[respont]

N'ho peus ket lennet mat, 'm eus aon : reoù zo en alamaneg, e galleg, en italianeg, e portugaleg, e saozneg hag e spagnoleg...--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2016 da 11:25 (UTC)[respont]
Bezit asur em boa lennet mat ; ur skouer hepken e oa ar galleg. Bremañ, emaon c'hoazh o klask gouzout perak ez eo bet troet titloù orin oberennoù gallek Georges de La Tour pa ne oa ket ezhomm, padal e chom titloù all en o yezh orin hep troidigezh. Ur fazi eo lakaat Alis e Bro ar Marzhoù (film 2010) evit Alice in Wonderland (film) pa n'eus bet film brezhonek ebet, din da c'houzout ; en degouezh-se e vije bet reizh treiñ titl ar film e korf ar pennad (ar pezh am eus graet). Petra eo reolenn ar Wikipedia brezhonek ? Pep den a ra diouzh e c'hoant ?--90.32.241.98 22 Mae 2016 da 12:18 (UTC)[respont]
Amañ emaomp o kaozeal eus ar pennad diwar-benn an arzourez c'hall Bulle Ogier ; mard eo pal ho kemennadenn klask goût muioc'h diwar-benn hini war Georges de La Tour n'eo ket ganin-me e vo maget ho lapined rak n'em boa ket kemeret perzh ennañ e mod ebet. "Petra eo reolenn ar Wikipedia brezhonek ?" "Pep den a ra diouzh e c'hoant ?" : daou c'houlenn da sevel ouzh hon merourien daoust ha na vez ket gwall aes ober dezhe divorfilañ... koulzad ar goañvaat evit ar verourien, na petra 'ta :-)--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2016 da 12:35 (UTC)[respont]
Bulle Ogier pe Georges de La Tour, kudenn-ha-kudenn eo. Perak « L'adoration des bergers (Azeulidigezh ar vaesaerien) » ha ket « La Vallée (An draoñienn) », da skouer ? Ha ret eo treiñ titloù gallek a c'hall an holl lennerien kompren, ha lezel an titloù digomprenus er yezhoù all evel m'emaint ? Ma, ganeoc'h emañ ar wirionez moarvat, goude bout sellet ouzh labour dister ar verourien. Ne vern, ne oan nemet o tremen dre ar Wikipedia brezhonek. Trugarez deoc'h evit hoc'h amzer.--90.32.241.98 22 Mae 2016 da 12:55 (UTC)[respont]
Mantret on, met ne gomprenan ket petra zo kaoz anezhañ pa skrivit "Perak « L'adoration des bergers (Azeulidigezh ar vaesaerien) » ha ket « La Vallée (An draoñienn) », da skouer ?".--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mae 2016 da 15:26 (UTC)[respont]
Evit prouiñ e anavez ar wikipedia gwelloc'h eget na lavar an tremener, un den anavezet a-walc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2016 da 16:05 (UTC)[respont]
  • Evit anvioù ar pennadoù, setu ar reolenn gozh en holl wikipediaoù : chom a ra an oberennoù er yezh orin ma n'int ket bet troet hag embannet e brezhoneg (an troidigezhioù diembann ne dlefent ket bezañ meneget zoken). N'eus ket ezhomm da resisaat ez eus kaoz eus levrioù, filmoù, kanaouennoù, pladennoù...
  • Evit al livadurioù ha delwennoù: gwir eo e vez graet amañ hervez ar c'hoant, ha kavet e vo atav tud o klemmichat. Oberennoù zo a vez brudet e yezh ofisiel ar vro m'emaint (La Joconde). Hag ouzhpenn oberennoù Gallaoued zo el Louvre, hag ouzhpenn re Spagnoled er Prado.
  • Un den (ha ne deu ket ken abaoe ur pennad) a gave mat klemm seul daol ma wele un tamm italianeg e roll oberennoù

un arzour italian. Marteze e vefe mat ober gant al lezenn hollek daoust dezhañ, ha distreiñ d'ar furnezh, pezh a dalvezo neuze d'ar galleg evit oberennoù La Tour hag ar C'hallaoued all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mae 2016 da 16:16 (UTC)[respont]