Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Azoniad hangaezivig arzeuat

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gomprenan ket penaos eo savet an teskanv-mañ: Azoniad hangaezivig arzeuat a rankfe reiñ AHA ha neket HAZA, neketa?--Trec'hlid mitonet 23 Mez 2011 da 10:30 (UTC)[respont]

Klasket em boa aze, gant ar ger SIDA. "Azoniad hangaezivig arzeuat" pe "HAZA" pe an daou, am eus kavet er wiki er pennadoù Hijraed, Stevell ha Christophe Honoré ivez. N'am eus ket furchet pelloc'h. Gwendal 23 Mez 2011 da 13:00 (UTC)[respont]
A-du emaon gant Trec'hlid mitonet AHA 'vefe gwell evel berradur. Mat e vefe kaout daveoù evit ur ger evel hennezh. War ar gwiad, ne gaver anezhañ nemet er wikipedia brezhoneg. Daoust ha dont a ra eus levrioù Preder hag e pelec'h ? Peurliesañ e vez graet gant sida, HIV pe VIH evit doare e brezhoneg, pa glasker war google. --Kadwalan 24 Mez 2011 da 15:41 (UTC)[respont]
E Lavar 09 emañ an displegadenn, p. 375. Lenn a reer kement-mañ, skrivet gant Guy Etienne : "kenaozet em eus HAZA (hangaezivig arzeuat), aes da zistagañ, koulz ha da zeverañ... Hevelep hent am eus heuliet evit luniañ anvad ar viruz : VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel)" (VIH, virus de l'immunodéficience humaine acquise). Llydawr 25 Mez 2011 da 12:20 (UTC)[respont]

Evit Kenderc'hel gant an enklask, kavout a ran e Geriadur kreizenn ar geraouiñ Diwan : SIDA (syndrome d'immuno défficience acquise) médecine SIDA (Sindrom a Immuno Digresk Akuizitet) g. Din ez eo sklaer hag aes ober gantañ e-kichen egile. Hag e kembraeg hevez geriadur ar BBC Acquired Immune Deficiency Syndrome [AIDS] , n , Syndrom Diffyg Imiwnedd Caffaeledig () ; AIDS , n , clefyd AIDS () --Kadwalan 1 Gou 2011 da 12:45 (UTC)[respont]

Ouzhpennet eo bet "azoniad an hangaezivig arzeuat" gant unan bennak e-barzh ar pennad SIDA, ar pezh n'em boa ket graet peogwir em boa lennet an diviz war ar bajenn-mañ. Ha tabut 'zo c'hoazh war an anv-se?--Arko (kaozeal) 31 Eos 2019 da 16:09 (UTC)[respont]