Christophe Honoré

Eus Wikipedia
Christophe Honoré

Christophe Honore, bet ganet d'an 10 a viz Ebrel 1970, a zo ur skrivagner, filmvarner, senarioer ha filmaozer breizhat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Christophe Honore, bet ganet e Karaez, zo bet o chom e Rostren e-pad e yaouankiz. War-lerc'h en deus studiet al lizhiri modern hag ar sinema e Roazhon. Adalek 1995 e teu da vezañ kronikour e Pariz evit meur a gelaouenn, Les Cahiers du cinéma en o zouez[1].

Displeget eo bet e bezh-c'hoari kentañ Les débutantes e Festival Off Avignon e 1998. Dont a ra en-dro e 2005 er festival "in" ar wech-mañ, gant Dionysos Impuissant hag a zo azasadenn a-vremañ Ar Bakantezed gant Euripides. Louis Garrel a c'hoari Dionysos ha Joana Preiss a zo Semele.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e oberennoù evit ar re yaouank e stag Christophe Honore gant temoù diaes : an emlazh, an HAZA, gevier an dud deuet, an insest pe sekredoù familh.

Gant e film Dans Paris eo bet gwelet gant filmvarnerien c'hall evel hêr ar sinema Nouvelle-Vague. Lod eus e filmoù ha senarioioù (Les filles ne savent pas nager pe Dix-sept fois Cécile Cassard) a gomz diwar-benn darempredoù heñvelreviat pe lesbian.

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E romantoù evit ar re yaouank a zo embannet gant L'École des Loisirs.

  • 1996 : Tout contre Léo (evit ar re yaouank)
  • 1996 : C'est plus fort que moi (evit ar re yaouank)
  • 1997 : Je joue très bien tout seul (evit ar re yaouank)
  • 1997 : L'Affaire petit Marcel (evit ar re yaouank)
  • 1997 : L'Infamille (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-143-7)
  • 1998 : Zéro de lecture (evit ar re yaouank)
  • 1998 : Une toute petite histoire d'amour (evit ar re yaouank)
  • 1998 : Je ne suis pas une fille à papa (evit ar re yaouank)
  • 1999 : Les Nuits où personne ne dort (evit ar re yaouank)
  • 1999 : Mon Cœur bouleversé (evit ar re yaouank)
  • 1999 : Bretonneries (evit ar re yaouank)
  • 1999 : La Douceur (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-236-0)
  • 2002 : Scarborough (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-310-3)
  • 2005 : Le Livre Pour Enfants (Editions de l'Olivier)

Pezhioù c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Senarioioù sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmaozer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Buhez Christophe Honore. christophe-honore.net.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]