Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Auto de fé

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Un draenig zo gant "devadeg", a zo un tamm pell evel troidigezh : iskis e vije kavout ar ger-se en ur pennad holloueziadurel e-lec'h "Auto de fé". "Devadeg-levrioù" a vije resisoc'h da vihanañ.
  • Un draenig all zo gant "aotodafe": an taol-mouezh a rank bezañ war ar silabenn diwezhañ war ar ger "fé", distaget evel ar ger feiz e Treger. Ar memes draenig zo gant kaouboi en DFB, a oa cow-boy e Geriadur brezhoneg an Here (pajenn 201), pa ne gaved liv ebet eus "auto de fé". Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2013 da 22:04 (UTC)[respont]

> A-du penn-da-benn. Setu perak em eus resisaet ster ledanoc'h devadeg, a c'haller astenn betek Meurlarjez Douarnenez, gouelioù sant Yann... ha tantad Kergounog, p'emaer ganti. Dav e oa menegiñ daveenn nevesañ ar brezhoneg, koulskoude. T42N24T (kaozeal) 27 Gen 2013 da 22:09 (UTC) Ret eo sevel ur pennad e brezhoneg, netra ken. Ma kaver gerioù n'haller ket implijout n'eus nemet o lezel a-gostez.[respont]

  • Ur brezelig bemdez bremañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auto_de_f%C3%A9&diff=prev&oldid=1413815. Evit lakaat petra?
  • Evit plantañ dimp ar frazenn :"aotodafe" eo ar ger brezhonek". Setu sklêrijenn an Aviel. Met ar ger "aotodafe" n'emañ e geriadur ebet a-raok hini 2012, arabat kontañ bidennoù d'al lenner. "Ur" ger brezhonek nevez-flamm (fentus) marteze, d'ar muiañ. Ar ger pizza (p. 1044 e Geriadur an Here) zo "pidza" e DFB 2012 (koulskoude jazz n'eo ket djaz, met jaz, kit da gompren, ha blues ha rock 'n roll 'maint ket 'barzh c'hoazh). Ret e vo skrivañ: "pidza" eo ar ger brezhonek?
  • Goude e lennan: devadeg zo degemeret ivez. Degemeret gant piv? Gant aozer ar geriadur. Abeg a c'haller kavout er ger, hag er frazenn-se muioc'h c'hoazh. Evit "ar ster ledan", ne welan ket petra a ra ar gerioù-se en ur pennad holloueziadurel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2013 da 22:21 (UTC)[respont]

Marteze e vo mat soñjal ober ar c'hemm etre an Auto de fé katolik, hag an devadegoù-levrioù politikel (pe relijiel) all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Gen 2013 da 23:22 (UTC)[respont]