Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Atalante

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

pa vez implijet stumm leun nominativel an anvioù divoutin gourel peurliesañ dre voaz war ar wikipedia-mañ (ganit dresit-holl pa vez savet an darn vrasañ eus ar pennadoù war an dachenn-mañ ganit...), da skouer "Homeros" ne gomprenan ket re vat perak ne rez ket en hevelep mod evit an anvioù-kadarn benel, da skouer Άταλάντη > "Atalante" (hervez distagadur ar henc'gresianeg) kentoc'h evit "Atalant". Dont a-benn da dizhout un emglev (gant da sanat-te) war ar poent-mañ a vefe anezhañ ur gammedenn vras war-raok war an dachenn c'heriaouiñ-mañ d'am soñj. Ret eo anzav ur wezh all e c'hellan faziañ evel-just rak daoust ha ma teu bravoc'h-bravañ ar gresianeg a-vremañ ganin ne oaran tamm ebet diwar-benn morfologiezh ar hen yezh. A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 16:29 (UTC)[respont]

Ur pezh rouestlad kudennoù eo an anvioù gregach. Ma ran gant Atalant e vo laret din e vank un dibenn. Ma ran gant Atalanta (evel en darn vrasañ eus ar pennadoù wiki) e vo laret din ober gant Atalante. Hag e vank ar stumm gresianek a vremañ (Atalanti?) ... a, e, i ... Neuze, kemm pe na gemm, evel 'gari 'ri. Bianchi-Bihan 10 Gen 2007 da 22:48 (UTC)[respont]
evel ma karan n'eo ket avat, a-hendall n'em bije ket goulennet da ali... ha pehini eo?Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Gen 2007 da 10:42 (UTC)[respont]

Ha perak ket "Atalanta" (< Άταλάντ'η) evel "Andromaka" (< Ἀνδρομάχη). Un erbedenn e c'hellfe bezañ neuze: ober gant stumm ar nominativel atav evel stumm diazez, koulz evit an anvioù gourel ha benel, en ur verzhonekaat an "dibenn ger" (koulz lâret...) -η > -a. Petra a soñjit tudoù? Ur gammedenn a-raok war an hent-mañ e vefe ma vefe tu da vezañ degemeret ar boaz-mañ evel erbedenn.Merour (Neal) (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 09:31 (UTC)[respont]