Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Arsenik

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne ran ket gant an danvez, met ober a ran gant ar ger arsenig. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Her 2012 da 16:16 (UTC)[respont]

> Arabat eo debriñ kig-yar greantel, neuze, mar ne fell ket dit mont e darempred gant arsenik (Geriadur ar Gimiezh, p. 7 — moarvat e fellas da Y.-B. An Noalleg chom hep ober gant an dibenn -ig, a zo un dibenn-bihanaat e Bzhg evel a ouzez.) — T42N24T (kaozeal) 14 Her 2012 da 19:21 (UTC)[respont]
Arsenik gant Vallée, Roparz Hemon hag e-barzh Geriadur Brezhoneg an Here.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Her 2012 da 19:31 (UTC)[respont]
Hag er Geriadur Istorel ar Brezhoneg. --Llydawr (kaozeal) 15 Her 2012 da 11:57 (UTC)[respont]

Ma! polezi ma amezeg zo savet mat, n'eus nemet traoù mat en o c'horf ha n'int ket arseniget. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Her 2012 da 13:39 (UTC)[respont]