Kaozeal:Ardamezeg kêrioù Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ha ne vefe ket aesoc'h krouiñ ur patrom ? Kentoc'h eget ober gant taolennoù boaz hag a zo o vont da gargañ ar c'hod. --Y-M D (kaozeal) 18 Mae 2015 da 09:18 (UTC)[respont]

N'ouzon ket penaos ober. Gwir eo n'eo ket aes da sevel ur bajenn nevez evel se. Ma n'eo ket diaes da enbroañ skeudennoù, diaes eo bepred cheñch plas dezho war an daolenn.

Kavet am eus tu, koulskoude, da sevel ur bajenn : dre urzh lizerenneg ! Hag en se, am eus tu da vont gant ul lizherenn betek e penn diwhezhañ, pe mont gant an eil lizherenn war lec'h eben. Ar pal a chom bepred mont betek ar fin, n'eus forzh petore feson da vont.

Mat e vijen din bezañ skoazellet evit reizhañ ar skeudennoù hag ar c'hemmadurioù. --Dreist an Amzer 20 Mae 2015 da 19:11 (UTC)

  • Sur a-walc'h e ouzit pet kêr a zo e Breizh, ur mell labour zo bet boulc'het ganeoc'h aze. Ha fazioù en anvioù, kerkent hag en anv ar gêr gentañ : Abarrez eo kêr gentañ Breizh dre urzh al lizherenneg, heuliet gant Aentieg (n'eo ket *Aenzieg).
Aesoc'h a-galz e vefe klokaat ar pennadoù a zo dre lakaat deskrivadur skoed ar gêr war he fajenn Wikipedia, evel am eus graet bremaik evit Aentieg.
Gwelit ivez : Roll Kumunioù Aodoù-an-Arvor, Roll kumunioù Il-ha-Gwilen, Roll kumunioù al Liger-Atlantel, Roll Kumunioù ar Mor-Bihan ha Roll kumunioù Penn-ar-Bed. Prest on da sikour mar bez ezhomm. — Rudlamot (kaozeal) 20 Mae 2015 da 21:26 (UTC)[respont]

Pa vo savet an daolennoù dre urzh al lizherenneg, ne bado ket re bell evit digas ar skoejoù ha deskrivadurioù. Komprennet am us penaos digas ar skoejoù hag o lakaat en o flas. Labour zo, evel just. --Dreist an Amzer 23 Mae 2015 da 04:58 (UTC)

Penaos treiñ e brezhoneg ?[kemmañ ar vammenn]

War skouedoù kêrioù tost d'ar mor, e vez kavet alies bernioù holen, anavezet e galleg : merlon(s).
Penaos lakaat merlon(s) e brezhoneg ?
Mersi bras.
— Dreist an Amzer 17 Mez 2015 da 09:33 (UTC)

"Bernioù holen" evit « merlon » ? Gwelit Larousse.
Ha ne vefe ket « roc », "roc'h(ell)", a gaver war skoed an Islas Canarias  ?
Hogen moarvat e rit dave d'an traezoù a zo war skoed Arzhon-Raez a zo « meulon(s) » e galleg > "bernioù holen" hervez geriadur Ménard ha hini Favereau. "Bern" e chom evit an holen, padal ez eus gerioù all evit ar foenn pe ar plouz (kalzenn, koloeg &a.). 90.32.154.118 30 Eos 2015 da 17:49 (UTC)[respont]

Arc'hantell / Argenton[kemmañ ar vammenn]

N'eus kumun ebet an anv-se dezhi e Breizh ; ur porzh anvet Argenton zo e Landunvez. 90.32.154.118 30 Eos 2015 da 20:17 (UTC)[respont]

Apinieg / Apigné[kemmañ ar vammenn]

N'eus kumun ebet an anv-se dezhi e Breizh ; ur gêriadenn anvet Apigné zo e Reuz. 90.32.154.118 30 Eos 2015 da 21:14 (UTC)[respont]

Arvrizhel / Arbrissel[kemmañ ar vammenn]

Ervrezhell eo, a zo en ho listenn. 90.32.154.118 30 Eos 2015 da 21:22 (UTC)[respont]

Un anv ... iskis : https://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Ervrezhell .Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Eos 2015 da 23:00 (UTC)[respont]

Deskrivadur[kemmañ ar vammenn]

Un tu bennak en doa skrivet boulc'her ar pennad (JC Even) e rae gant dornlevr Yellen hag abEnnez evit a sell an taolennadur eus ar skoedoù. Un dra vat e oa, met mat e vefe heuliañ ar reolennoù a gaver ennañ (p.3-4), a-hend-all e vo rouestl ha mesk. Da skouer, evit ar skoed kentañ (Abbarez), eo dav ober gant «ouzh 1» e-lec'h "d'an 1"; hag ober e pep lec'h gant an araogenn "en" (stumm istorel pe rannyezhel evit "e") evit digemmañ diouzh "e" (anv perc'hennañ), a-hend-all e vez amjestr an traoù. Evit ar skoed kentañ e vefe eta: «En gul, e groaz en sabel ; pevar c'honk ennañ : ouzh 1 e runell en argant, ouzh 2, e arbenn ejon en sabel, ouzh 3 e vanal ed ereet en aour, ouzh 4 en erminig (evit Breizh); ouzh kondon: en argant, e greskenn en gul, eilet gant div heuzig en sabel ouzh kab, ha gant ur gargenn en sabel ouzh beg.»--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 31 Eos 2015 da 15:23 (UTC)[respont]

Kempennadurioù[kemmañ ar vammenn]

Gant meur a implijer ez eo bet kempennet ar pennad-mañ, koulz e-keñver stumm hag e-keñver yezh.
Perak eta e kendalc'h an aozer kentañ d'e voueta hep teurel pled d'ar stumm efedus a oa bet staliet, hep lakaat liammoù diabarzh war-zu ar pennadoù a denn d'ar c'humunioù ha hep derc'hel da yezh an ardamezouriezh ?
Evel "pisat en ur violin evit mirout outi a verglañ" eo kenderc'hel da gempenn neuze. 90.32.29.116 28 Gwe 2015 da 19:25 (UTC)[respont]

Digomprenus[kemmañ ar vammenn]

Iskis eo stumm ar pennad-mañ e meur a geñver :

  1. lod skeudenoù zo thumbnails diabeg ha didalvoud, ha kemm-digemm eo o ment
  2. adal al lizherenn M e weler ar skoedoù war an tu kleiz
  3. adal al lizherenn M ivez n'eus mui liamm ebet war-zu pajenn ar gumun
  4. adal al lizherenn M adarre e teu direizh yezh an ardamezouriezh (*e gul e-lec'h 'en gul, hag all).

Distumm ha neuze digomprenus e teu da vezañ. Gwazh a-se, rak ur pennad hir eo ha dedennus e vije hep ar mankoù mantrus-se. --90.32.160.133 12 Gen 2016 da 20:52 (UTC)[respont]

Gul > Gwad[kemmañ ar vammenn]

D'am sonj, mat e vefe lakaat en gwad e lec'h e gul pe en gul.

Mersi bras d'en ober gant piv a oar ober.

JC Even --Dreist an Amzer 14 Meu 2017 da 20:32 (UTC)