Kaozeal:Ervrezhell

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ervrezhell, un anv iskis, mar deo gwir e talv Arbrissel kement ha gwezennig. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2010 da 16:33 (UTC)[respont]

Ha ma n'eo ket gwir? Ha da betra mont da sevel liammoù "ruz" gant anvioù gallek p'emañ dija ar pennadoù-se met gant o zitloù brezhonek? Degasomp da soñj emaomp er wikipedia brezhonek.--Trec'hlid mitonet 23 Gwe 2010 da 17:12 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket eus petra ez eus kaoz, met en anv ar brezhoneg pe ar brezhonekaat e kav din n'eus ket da reiñ na kañvaled na mamouted da lonkañ: ma n'eo ket Ervrezhell ur skouer a faltazi eus ar splannañ ne vo ket diaes prouiñ dimp pegen poellek eo. Bianchi-Bihan 23 Gwe 2010 da 18:30 (UTC)[respont]
«Ervrezhell ur skouer a faltazi» Eilpennañ a rez an traoù. Dit da brouiñ eo ur skouer a faltazi a-raok disteurel anezhañ.--Trec'hlid mitonet 23 Gwe 2010 da 19:40 (UTC)[respont]
a) Ne zistaolan netra (ma'z eus ur ster d'ar ger), lavarout a ran ma soñj war ar bajenn-gaozeal, graet evit-se;
b) er pennad-mañ ne welan displegadur ebet eus orin an anv brezhonek. Er pennad gallek ez eus u displegadur diwar-benn an anv gallek. Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 03:14 (UTC)[respont]

E Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, gant Erwan Vallerie (An Here, 1995), e lenner kement-mañ (Corpus p. 15) : JEU Arboricellum XIvet kvd, DAU Abrexel 1330, JEU Erbresel XVvet kvd, PAR Arbresec 1731. DAU = Dauzat & Rostaing, Dictionnaire de noms de lieux de France ; PAR = Etat des paroisses de la province de Bretagne ; JEU = Anvioù-lec'hioù Breizh-Uhel gant T. Jeusset ("200 stumm arvarus a-walc'h" eme E. Vallerie). E Goueler kelt, gant Turiaw ar Menteg (embannadur kentañ, Preder, 1970), e lennan kement-mañ (p. 11) : Roperzh Ervezel, abad-beleg ha savour manati Fontevraod, ganet e-kichen Gwerc'h. Setu aze ar pezh am eus kavet diwar-benn stummoù brezhonek an anv-se. Gallout a ra an holl degas daveoù all, ma'z eus. --Llydawr 24 Gwe 2010 da 15:33 (UTC)[respont]

Evel-just: klask, ha boueta ar pennadoù gant ar c'havadennoù, gwellañ ma c'haller, ha n'eo ket tennañ hep abeg. Ma komprenan mat ivez eo Ervezel neuze ar stumm gant Turiav, ha n'eo ket Ervrezhell evel a zo bet lavaret tu bennak. Met marteze e oa Ervezel e 1970 hag Ervrezhell e 1990? Bianchi-Bihan 24 Gwe 2010 da 15:44 (UTC)[respont]