Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Adsav

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar fascisted a chom fascisted , 'n eus forzh pe yezh a gomzont. CHE

Goulennet 'zo bet ganin, evel merour, gwareziñ ar bennad-mañ. Kinng a ra un diskoulm evit gallout chom hep kas an traoù pelloc'h (stankañ implijerion, gwareziñ pajennoù). War a seblant ez eus ur gudennig diwar-benn an doare ma vez disklêriet tuadur politikel ar strollad-mañ. Evidon-me e c'hellfe bezañ laket kichen-ha-kichen broadelouriezh, ha dizalc'herezh hag ouzhpennañ tu-dehou pellañ.. Ouzhpenn-se, ne welan abeg ebet evit lemel ar frazennig ""Moskeenn ebet e Breizh"" mac'h eo gwir. Kemmet am eus ar pajenn. Mar sav cheu e vo ret gwelet pelloc'h.--Neal 16 Her 2006 da 16:57 (UTC)[respont]

aet on da sellet ouzh o fajenn war al lec'hienn[1], ha gant ar frazenn-mañ tennet diwarni ez eus, d'am soñj, abeg a-walc'h evit kaozeal eus an "tu dehoù pellañ"--Neal 16 Her 2006 da 17:06 (UTC)[respont]

":Adsav, doit tout mettre en oeuvre pour réduire cette immigration :

en arrêtant toute entrée nouvelle en Bretagne.
en facilitant le départ des immigrés aujourd'hui présents et en facilitant leur réinsertion dans leur patrie d'origine.
en contrôlant de façon draconienne toute situation irrégulière :entraînant pour la société bretonne un phénomène de parasitisme intolérable."


Ya, pe c'hoazh:

"L'Europe ne doit pas être une terre de colonisation pour les populations non-européennes, mais le foyer des seuls peuples-frêres européens."
"La société bretonne doit être fondée sur le principe de la Nation. Une société saine à la dimension communautaire enracinée dans la Patrie. Certes des individus peuvent être naturalisés bretons mais la notion de Patrie, basée sur la communauté de sang, s'oppose à tous les universalismes, suspects à un degré quelconque, à l'idée nationale car ils facilitent irrémédiablement la circulation d'éléments cosmopolites."

Benoni 16 Her 2006 da 17:23 (UTC)[respont]

marteze ne vez ket embannet tra pe dra ken, met ma ne bvez ket embannet ken e talvez eo bet embannet gante. Leusket e vo ar menneg-se. Sklaer eo eo ur strollad eus an tu-dehoù pellañ. Gwarezet e vo ar pennad e-pad ur sizhun.--Neal 16 Her 2006 da 18:23 (UTC)[respont]

D'am soñj eo bet kempouez a-walc'h ar c'hemmoù bet graet gant tud n'int ket a-du gant ar strollad-mañ - n'eo ket bet tennet kuit, da skwer, al liamm a gas d'o lec'hienn ofisiel ha dalc'het ez eus bet kont da gemmoù termendaurezh resis. O c'hortoz a ran e vefe displeget din perak n'eo ket ur strollad eus an tu dehpù pellañ evit an dud a lâr kemend-all.--Neal 16 Her 2006 da 18:27 (UTC)[respont]


N'en deus ket an holloueziadur Wiki da reiñ e soñj dixar tra pe dra. Ha lavaret "tu pellañ" a zo endeo lavaret e soñj diwar ur c'heal, ur menoz, eleze kenveriañ ar menoz-se ouzh menozioù-all. Nann ? D'am soñj e vije red da Wiki chom neptu war pep tra. N'eo ket ul lec'hienn bolitikel !!! Arabat skrivañ neuze "tu dehou" pe "tu dehou pellañ". Nemet "broadelour" pe traoù evel-se a vije azas.Padraig Marc'heg

Kompren a ran. N'em eus ket kalz a amzer evit respont hiroc'h betek ar sizhun a deu. N'eus forzh penaos n'eus bet stanket implijer/ez ebet betek-hen ha gwarezet eo bet ar pennad e-pad ur sizhunvezh evit sioulaat ar jeu hag evit chom hep mont re bell gant ur brezelig embann-diembann. Evit ar pezh a sell ouzh ar menneg "tu dehoù" hag all eo ret lâret e vez implijet rummadoù heñvel e pep wikipedia all ha ne welan ket perak ne vefen klet implijet amañ. N'eo ket na sklaeroc'h nag objektiveloc'h mennegoù a seurt all ivez evel "broadelour". --Neal 17 Her 2006 da 15:34 (UTC)[respont]


Ya, evel just Neal, hogen eo an dermen "tu dehoù pellañ" a gavan displijus pe gentoc'h re zangorel (subjekiv) (heñvel tra ma eo meneget an dermen-se er pennad diwar-benn "Emgann" pe ur strollad-all e.j.) Un dra ivez : ne gav ket din eo ur mennoz mat lakaat al liammoù kenrouedad war-zu "No pasaran" ha "Clébart de mémé ?" . Ne welan ket peseurt ditour a c'hell digas d'an dud seurt lec'hienn diwar ar strollad "Adsav". Anez perak pas neuze al lec'hienn "anticommunautarisme.fr" pe "lec'hienn des RG" ???? Re zangorel a lavaran dit ! Chomomp ergorel (objekiv) mar plij. Ar gwir hon eus da vezañ enep mennozioù "Adsav", skaer eo hogen n'hon eus ket ar gwir da lakaat ar soñj-se da vezañ santet er pennadoù war Wiki. Setu pezh a zezevan-me diwar-benn an afer-se. Setu holl. Alle, distreiñ a ran d'am zrevelloù din-me, war-zu an deknologiezh. Mignoniezh ! Padraig Marc'heg

Ppe hini a lâr he/e soñj diwar-benn pep a bennad evel-just. Kompren a ran ar pezh a lârez, met d'am soñj eo reizh, da skwer, lâret ec'h eo ar Strollad Komunour eus an tu-kleiz hag al LCR eus an tu-deoù pellañ peogwir evit ec'h er Strollad Komunour a-dehoù dezhe ha peogwir emaint-i d'an tu kleiz eus ar Strollad Komunour. Ha tu-dehoù eo ar FN nemetken, pe tu-dehoù pellañ (da lâret eo pelloc'hig war an tu-se evit strolladoù all eus an tu-dehoù)? N'emañ ket aze an dalc'h sur-mat, met kentoc'h divizout hag-eñ emañ Adsav eus an tu-dehoù pellañ pe get. Marteze e vefe tu da lâret er pennad "Evit tud zo, ha n'int ket a-du gant ar strollad-mañ, e rank bezañ renket e-touez strolladoù an tu-dehoù pellañ daoust ma ma vez nac'het ar renkadur-se gant ar strollad e-unan"? D'am soñj e vefe gwell leuskel ar rummad evit aezat ar c'hlaskoù nemetken. Ale, petra a soñjit tudoù?--Neal 17 Her 2006 da 17:14 (UTC)[respont]


Me zo a-du gant Neal. Evel-just ez eo seurt renkamantoù, subjektivel en ur mod bennak. Dibaoe ma vez komzet eus tu-kleiz ha tu-dehou (1791) ez eo evel-se. Hag a viskoaz ez eo bet techet an holl strolladoù d'en em lavar muioc'h en tu-kleiz eget na 'z int e gwirionez, dre ma 'zo un arliv positivel gant ar ger "tu kleiz". Met memestra ez eus tu bezan a-du war un nebeut poentoù : ur strollad gouennelour hag a-enep d'an estrenien ("gsenofob"), gant mennozioù mirour war plas ar vaouez hag aotrouniezhus (autoritaire) war aozadur ar gevredigezh, a zo ur strollad eus an tu-dehou pellan. NB : An FN ivez a lavar n'ez int nemet ur strollad eus an tu-dehou. Pa weler liammoù Adsav, n'o deus liammoù nemet gant strolladoù neo-faskour! Hag all, hag all, hag all. Met tu 'zo lavar neuze: "Adsav a zo ur strollad eus an tu-dehou pellan blablabla. Adsav avat a sell eus outi he unan evel strollad broadel Breizh, hag a nac'h bezan eus an tu-dehou pellan blablabla"... Benoni 17 Her 2006 da 17:30 (UTC)[respont]

"Evit tud zo, ha n'int ket a-du gant ar strollad-mañ, e rank bezañ renket e-touez strolladoù an tu-dehoù pellañ daoust ma vez nac'het ar renkadur-se gant ar strollad e-unan"

Setu ur lavarenn hag a vefe fur marteze ? Un doare da lakaat pep hini a-du gant stumm ar pennad ? A-enep an enbroerezh int war a seblant, nann a-enep an estrenien. Arabat evelkent lavaret forzh petra. Chomomp ergorel ! Emgann n'eo ket an ARB keneneut ! ha Strollad Breizh n'eo ket an UDF ha n'eus ket nemet en o zouez bourc'hizien ! Lakait 'ta al lavarenn a-us, se a soñj din a vefe fur ha dereat evit an holloueziadur Wiki. Neptu omp !!! AMAN ! Padraig Marc'heg

N'on ket gwall a-du gant ar stumm-se, ha n'eo ket gwall neptu. Ar frazenn war ar wiki galleg (kemmet un tammig ganin) a zo neptuoc'h : "Adsav se définit comme le parti du peuple Breton, affirmant refuser la séparation binaire droite/gauche, et se dit « engagé pour la restauration du sentiment national breton, l’indépendance de la nation bretonne et la défense de tous les caractères qui scellent l’identité bretonne. Il est percu par la plupart des observateurs comme étant un parti d'extrême-droite." Hag amañ e vije displeget perak e soñj an darn vrasañ eus an dud ez eo Adsav eus an tu-dehou pellañ (gouennelouriezh, liammoù gant strolladoù neo-faskour, h.a.) Benoni 17 Her 2006 da 19:00 (UTC)[respont]
Tu 'zo sellet ivez ouzh arguzennoù Damien Perrotin war ar wiki galleg...

Aet on da welet. N'on ket a-enep ar frazennoù a ginniz-te - hag o zreiñ a c'hellfes ober? Un draig nemetken, chalet on, hag n bet atav, gant frazennoùigoù evel "la plupart des observateurs" peogwir n'eo ket sklaer evidon petra a dalvez ez-resis un "observateur", war a welan hervez al liammoù all a gaver war ar pennad e vefe dioute tud ha n'int ket a-du gant ar strollad. Ouzhpenn-se, penaos e vez jedet ar muiañ-niver pe "an darn vrasañ"? ha pouezus eo an niver a dud a gred dezhe ec'h eo ur strollad eus an tu-dehoù? a me vefe anezhe ar bihan-niver, ne vefe ket ken gwir all (mac'h eo gwir, evel-just). setu, a-du penn-da-benn gant ar formulenn bet kinneget uheloc'h nemet ma vefe lakaet un draig bennaket evel "tud zo" pe "tud zo, peurliesañ tud n'int ket a-du gant ar strollad" pe un draig evel-se e lec'h "la plupart des observateurs"? Bremañ e rankan mont da labourat un tammig. Dont a rin en-dro a-benn un nebeud devezhioù evit gwlet penaos e aet war-raok an afer-mañ. Mat e vefe gallout tizhout un emglev buan a-walc'h evit gallout distankañ ar bajjen hag ober traoù all war ar wikipedia.--Neal 17 Her 2006 da 19:45 (UTC)[respont]

Ya d'ar c'hinnig diwezhañ-mañ ! Padraig Marc'heg

Me am eus skrivet un darn eus ar pennad gallek ha sklaer eo evidon e perc'hen Adsav d'an tu-dehou pellañ. Goude holl ez eo limammet ouzh ar Vlaams Belang pe al Lega Nord ha pas (ha se a zo pouezus d'am soñj) d'ar PNV pe d'ar vroadelourien gatalan. Ouzhpenn-se, tout ar strolladoù eus an Emsav a zo broadelour tro-pe-dro ha neuze lârout ez eo Adsav broadelour, pe zoken disranner, na dalvez netra. Emgann a zo broadelour ha disranner ivez.
Tout ar sistemoù politikel er bed a zo bet frammet gant an diforc'h tu-dehou - tu-kleiz abaoe 200 bloavezh. Ne gomprenor netra d'ur strollad ma ne lakaer ket anezhañ war ar skeul-mañ. Bremañ, pelec'h emañ Adsav (hag ar strolladoù breton arall). Se a zo eeun a-walc'h da c'houzout, d'am soñj. E-pad ar bloavezhioù 70 en-deus lâret Ronan Le Prohon "a-du on gant Debre met ne gomzan ket a-zivout an hevelep bro". Gwall sur on o-deus abegoù arall a ziemglev met un tu mat da ziviz pelec'h emañ ur strollad breton eo, d'am soñj.
  • Emgann a zo a-du gant Besancenot me ne gomz ket a-zivout an hevelep bro : tu-kleiz pellañ
  • An UDB a ao a-du gant Segolene/Fabius/Voinet met ne gomz ket a-zivout an hevelep bro : tu-kleiz
  • Ar Strollad Breizhat a zo a-du gant Bayrou met ne gomz ket a-zivout an hevelep bro : tu-dehou, pe kreiz
  • Adsav a zo a-du gant De Villiers/Le Pen met ne gomz ket a-zivout an hevelep bro : tu dehou pellañ
  • Ar MRB a zo a-du gant Megret me ne gomz ket a-zivout an hevelep bro : tu dehou pellañ
Ne nac'h ket tud Emgann da vezañ lakaet en tu-kleiz pellañ met ral eo e asant tud an tu dehou pellañ da vezañ galvet evel-se. Plijout a ra gwelloc'h ober gant "tu dehou gwir" pe "tu dehou broadel" met n'omp ket rediet d'o heulian. D'am soñj zoken eo muioc'h neptu d'ober gant tu dehou pellañ eget gant ar pezh azo, a-benn ar fin, un emlivadur. Hemañ a lakafe an dud da grediñ (se a zo e bal, d'am soñj) eo tost Adsav ouzh an UMP tra m'ez eus diforc'hioù bras etrezo, ha pas hepken a-zivout anv ar vro
Bremañ a-zivout ar frazenn "la plupart des observateur" e talvez "darn vrasañ an dud a zo dedennet gant ar gudenn" ha da vezañ resisoc'h, ar mediaoù, ar strolladoù politikel arall, ar glaskourien. An hini nemeto a laka Adsav en tu-dehou a zo e izili pe izili strolladigoù arall. Bremañ, va c'hinnig a vefe En em livañ a ra Adsav evel "strollad an tu-dehou broadelour" (ur fed eo) met renket e vez gan darn vrasañ an dud en tu-dehou pellañ (ur fed arall)

--Damien Perrotin 17 Her 2006 da 20:04 (UTC)[respont]

A-du on gant Damien Perrotin. War bouezh ur poent: ne gred ket din e fellfe da Adsav lakaat da grediñ ez int tost eus an UMP. 'M eus aon ez int tostoc'h eus lugan Breiz Atao ar bloavezhioù 30-40 "Na ruz, na gwenn, breizhad hepken!". Ul lugan hag a zo heverk mat eus an tu-dehou pellañ memestra! (Da ziwall: ne lavaran ket tamm ebet aze e oa holl kenlabourerien Breiz Atao eus an tu-dehou pellañ) Benoni 17 Her 2006 da 21:33 (UTC)[respont]


Adkempennet am eus an destenn diwar an alioù bet roet amañ evit klask ur stumm un tammig muioc'h neptu hag a c'hellfe an holl dud bezañ a-du ganti. Tu 'zo da welaat an destenn bet lakaet ganin, evel-just, met - me ho ped - na grogit ket gant ur brezel embann adarre, a-hendall evo ranket stankañ ar bajenn ur wezh all. Distanket e vo kerkent. Trugarez d'an holl evit bezañ soñjet ha skrivet diwar-benn an tem-mañ. Ur c'heuz an hini eo ma vije bet chomet hep lâret netra amañ unan eus an implijerion ma oa bet kemmet an destenn meur a wezh gantañ. Tan de'i evit tizhout 10.000 pennad!--Neal 23 Her 2006 da 14:39 (UTC)[respont]

Adlakaet am eus an daou liamm diavaez a gas da lec'hiennoù ha n'int ket a-du gant Adsav evit ma vefe kempouez al liammoù - gant hini e bet e oa bet tennet al liammoù a gas da levc'hiennoù ofisiel ar strollad. Na grogit ket gant seurt kemmoù mar plij, a-hendall e vo ret stankañ ar pennad adarre.--Neal 29 Her 2006 da 17:30 (UTC)[respont]

Stanket eo bet ganin an implijer/ez he/en doa aet da adkemmañ ur wezh all c'hoazh ar pennad Adsav dre tennañ kuit al liammoù diavaez hag a gas da lec'hiennoù ha n'int ket a-du gant ar strollad-se. E gwirionez n'on ket gwall sur hag int lec'hiennoù talvoudus-tre, m'enfiñ gwell eo o mirout, d'am soñj, evit ma vefe kempouezoc'h ar pennad. An eil kemennadenn an hini e oa, ha divizet ganti/añ chom hep ober van din. Torr-revr eo avat rak implijout a ra un IP dinamek bremañ kentoc'h evit en em lugañ evel un impljer/ez anavezet, met stanket e vo bewech hag adsavet ar c'hemmoù evel-just. --Neal 1 Du 2006 da 10:12 (UTC)[respont]

Lavarennoù bet lakaet er pennad hag a c'haller breutaat

[kemmañ ar vammenn]
Notenn 2 er pennad
  • « Evit tud all c'hoazh emañ da renkañ e-touez strolladoù an tu-kleiz pellañ dre ma'z eus kalzik estrenien e-barzh, a orin gall peurgetket, ha dre ma implij yezh an alouber, pezh a ziskouez ez eo ur strollad gallegour estrengar. » — Bet lakaet gant 2.13.35.73.
Notenn 3 er pennad
  • « Digor-frank eo dorioù Adsav d'an estrañjourien evel Padrig Montauzier (eus ar Charente Maritime), an teñzorer Éric Launay, pe ar sekretour meur Éric Alhinc (eus Pariz), pezh a ziskouez ez int enepfaskourien, mennet-taer da rediañ ar Vretoned da zegemer kement enbroed gall 'zo. » — Bet lakaet gant 2.13.35.73.

Keritiad (kaozeal) 29 Meu 2019 da 08:16 (UTC)[respont]

    • (Diwar-benn an notenn 2 gant Keritiad) Ha me o krediñ e oa "Gallaoued er-maez!" ha "Hep brezhoneg, Breizh ebet!" luganoù broadelour breton anavezet-mat... Pegen sot e oan. A-drugarez deoc'h e rankan anzav bremañ n'eus netra bretonoc'h eget bezañ anvet "Alhinc" pe "Montauzier", netra bretonoc'h eget bezañ ezel eus ur strollad politikel gallek. A-drugarez deoc'h em eus komprenet eo ar galleg yezh ar vroadelouriezh vreton, hag eo an enbroidi c'hall ar pep bretonañ eus ar Vretoned.
    • (Diwar-benn an notenn 3 gant Keritiad) Ya, Montauzier, Launay hag Alhinc zo enbroidi c'hall, eus an eil pe an trede remziad marteze; dianav-krenn eo an anvioù-se ken e Breizh-Izel ken e Breizh-Uhel. An holl a oar n'eo ket deuet mat an enbroidi c'hall gant ar vroadelourien vreton, evel m'hen diskouez al lugan broadelour brudet-mañ: "Gallaoued er-maez!" Met moarvat e teuio Keritiad da zisplegañ dimp eo bet ijinet al lugan "Gallaoued er maez!" ganin e 2019, hag eo bet karet ar C'hallaoued a-viskoazh gant ar vroadelourien vreton... Kofad c'hoarzhin! Ur wech c'hoazh: ya, estrenien eo ar C'hallaoued evit ar vroadelourien vreton, ha n'eus aze netra iskis. > (Lavarennoù bet embannet amañ gant 2.13.34.117)

Peogwir on meneget en aradennad-se : ne'm eus graet nemet dilec'hiañ alioù nann holloueziadurel, eus korf ar pennad d'o lec'h dereat (ar bajenn-mañ). Alioù 2.13.35.73 int, n'int ket be skrivet ganin.
A-zivout "Gallaoued er-maez!" : ur Gall bet ganet e Paris zo ac'hanon, erru e Breizh da 25 bloaz. Grit un enbroad disi ac'hanon, me ho ped, rak desket em eus yezh ar vro, labouret kalz evit ar brezhoneg abaoe, ha desavet ma mab e yezh ar vro. Ar pezh a vir ouzhin a argarzhiñ pep estrengasaouriezh rak bevet ha labouret em eus e meur a vro, ha bewech em bez kavet eno tud dispar ne vern liv o c'hroc'hen, o reizh, o oad, o relijion pe o dere en o c'hevredigezh. Pinvidigezh ur vro eo an enbroidi. — Keritiad (kaozeal) 29 Meu 2019 da 11:53 (UTC)[respont]

    • Ne gomprenan ket... Perak an Diaoul 'ta oc'h direnket gant ar fed ez eus kalz enbroidi c'hall er strollad Adsav? Perak e fell deoc'h kuzhat an dra-se? Montauzier, Alhinc ha Launay o-unan a oar mat-tre o deus orinoù gall, ne glaskont ket kuzhat an dra-se. Moarvat e plijfe deoc'h ne vefe nemet Bretoned purju er strollad Adsav, met un touell n'eo ken, n'eo ket ar wirionez. Touellet oc'h gant ho rakvarnioù. Plakañ a rit ho hunvre a c'hlannded war Adsav, tra ken. Krouet eo bet Adsav gant enbroidi, enbroidi c'hall pergen, krouet eo bet gant tud eveldoc'h. Montauzier en deus desket brezhoneg, dres eveldoc'h. Ha dres eveldoc'h e fell dezho bezañ enbroidi "disi", evel ma lavarit, dres eveldoc'h e fell dezho bezañ, en ur mod, bretonoc'h eget ar Vretoned. Ur verb zo e saozneg evit deskrivañ an emzalc'h-se: to cope. Er bed a-bezh eo leun ar strolladoù broadelour gant tud eveldoc'h. Sellit ouzh an FN/RN e Bro-C'hall: Lang, Smahi, Le Pen, Messiha... Gwir ajañsoù enbroañ eo ar strolladoù broadelour aotreet gant ar riezoù a-vremañ.

— Yann-Dave "dweller of the universe" Michaelz jr 29 Meu 2019

D'al labour n'eo ket koll amzer eo ret ober

[kemmañ ar vammenn]

Demat, Perak kenderc'hel da goll amzer ha nerzh war ar bajenn-se? Ar strollad a seblant aet da get breman. Dalc'homp gant al labour war ar pajennoù a ra diouer d'ar wiki pe astennan ar ré a zo dija. A galon --Dishual (kaozeal) 29 Meu 2019 da 14:33 (UTC)[respont]

    • Evit doare eo difennet amañ ober anv eus orinoù gall Montauzier, Alhinc ha Launay... Perak ? Hervez Keritiad e vefe an enbroidi-se "pinvidigezh ar vro"... Broadelourien c'hall ez int, noazus-kenañ evit ar vro, daoust d'ar pezh a lavar Keritiad, ha den ebet amañ ne gendrec'ho ac'hanon eus ar c'hontrol.

--Tobb Funster

    • Fentigell vihan: Petra eo an diforc'h etre Adsav ha KEAV? Adsav a denn d'un ajañs enbroañ evit ar C'hallaoued, e-skoaz KEAV a denn d'unan evit ar bed a-bezh.

--MC Kool Fresh