Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Añforenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Enteuzet gant ar pennad-mañ ar pennad Amforenn. Laket ar pennad pennañ dindan an titl "Amforenn" dre ma klota ar stumm-mañ koulz gant an hini implijet gant Vallée ha gant e etimologiezh c'hresianek. Bez' e c'hell an neb a fell dezhañ/i dont da gaozeal diwar-benn ar stumm reishañ amañ war ar bajenn-gaozeal hag kemmet e c'hellfe bezañ da c'houde hervez ur c'henasant. Betek-hen e vez pedet ouzh an implijerion doujañ d'ar stumm bet implijet bremañ kentoc'h evit kregiñ da vrezeliñ. Trugarez. --Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:48 (UTC)[respont]

Graet gant anforenn e geriadur R. Hemon, gant añforenn e geriadur an Here, en hini Favereau hag e levr istor TES. Ne dalvez ket ar boan mont da gerc'hat « amforenn » e geriadur tata Vallée.--Kadwalan 2 Gou 2007 da 07:58 (UTC)[respont]

Poell-diboell

[kemmañ ar vammenn]
An dibab añforenn ne glot ket, evel-just, gant an dibab Amfitrion, Amfitrit, Amfipolis, Amfion, graet gant ar wikipedia-mañ: un tamm poell ne vije ket falloc'h, hag ober gant Añfitrion!
Eus an tri ger, amforenn, anforenn hag añforenn, an diwezhañ eo ar gwashañ: n'eus diazez ebet dezhañ nemet klask tostaat ouzh distagadur gallek ar gerioù gregach;
Ma vije kemeret an doare ober-se da skouer e vije skrivet e brezhoneg:
  • kañpiñ e-lec'h kampiñ, lañpon e-lec'h lampon, añresis e-lec'h amresis, añzer e-lec'h amzer,
  • gañtañ e-lec'h gantañ, kañtad e-lec'h kantad,:
  • loñkañ e-lec'h lonkañ,
  • koñtañ e-lec'h kontañ, Moñtroulez, e-lec'h Montroulez

war-zigarez ez eus tud ha n'ouzont ket distagañ "n" pe "m".

AMFITEATR a vo skrivet war salioù zo e skol-veur Roazhon, ha n'eo ket añfiteatr. Pegiz e vo skrivet e Brest? Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 08:26 (UTC)[respont]

Da gentañ, añforenn n'eo ket un anv divoutin, din da c'hoût. Ar reolennoù savet war wikipedia ne sellont ket outañ. Daoust da-se me a gav din e teu un tamm mat a wirionez ganit pa lavarez e vefe ret kavout muioc'h a boell. N'eo ket o kemer harp diwar nemedennoù wikipedia avat met diwar boaz ar muiañ niver, ar geriadurioù, hag hini ar skrivagnerien a-feson, a ra peurliesañ gant -ñf- en degouezh-se hag, anat eo, gant "añforenn".

A-du emaon ganit evit lavaret e vefe gwell chom hep skrivañ ar gerioù dindan levezon an distagadur galleg (evel djaz pe seurf) ha da'm soñj e vefe gwelloc'h skrivañ ar gerioù hogos evel m'emaint skrivet er yezh orin hag o distagañ hervez reolennoù ar brezhoneg (jaz(z) pe surf). Ar pezh a zo ne vez ket implijet ar strollad -nf- estroc'h evit en amzerioù ar verboù e brezhoneg. Mod all e kaver -ñf-.

Evel em boa skrivet dit endev n'haller ket keñveriañ distagadur al lizherenn N er strolladoù -nt- pe -nk- gant hec'h hini er strolladoù -nf/ñf. N'int ket renet gant ar memes reolennoù---Kadwalan 2 Gou 2007 da 08:49 (UTC)[respont]
Ma, reolennoù zo a dalvez er wikipedia war un hanter eus ar gerioù, ha ne reont ket war an hanterenn all. N'eo ket ar wech kentañ.
RH, a ra gant influenza evel anforenn, a dleje ober gant iñfluenza moarvat. Ha skol-veur Brest a raio gant añfiteatr en deiz ma raio gant ar brezhoneg.
Skrivañ a rez: Ar pezh a zo ne vez ket implijet ar strollad -nf- estroc'h evit en amzerioù ar verboù e brezhoneg. Kement-se a dalvez e servij kalz, peogwir ez eus un toullad mat a verboù oc'h echuiñ gant n, nk, nt, m, mp! Prest on d'ober al listenn. E-skoaz ñf zo dister ken ez eo: gwi(ñ)fl, roñfl.
Ar reolennoù eo reolennoù ar skritur, a dalv evit an holl c'herioù, ha re an distagadur, ha ne dleje ket bezeañ sikouret da vont war-zu ar gallekaat.
Djaz ha seurf zo un afer all: met un distagadur saoznek eo a gredan. Pe e reer gant ar jaz, pe gant an djaz, ar surf, pe ar seurf.
N'omp nemet daou o c'hoari gant seurt binvioù, me ray gant amforennoù evel a-raok. Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 09:27 (UTC)[respont]

Poell ha boaz

[kemmañ ar vammenn]

Skrivet uheloc'h: Daoust da-se me a gav din e teu un tamm mat a wirionez ganit pa lavarez e vefe ret kavout muioc'h a boell. N'eo ket o kemer harp diwar nemedennoù wikipedia avat met diwar boaz ar muiañ niver, ar geriadurioù, hag hini ar skrivagnerien a-feson, a ra peurliesañ gant -ñf- en degouezh-se hag, anat eo, gant "añforenn".

  • Souezhet e vijen 'klevet ez eus bet kalz skrivagnerien vrezhonek oc'h implij ar ger amforenn. Ha kement hag amañ a vefe souezhusoc'h c'hoazh.
  • Ha pa vije bet unan bennak, n'on ket sur e vije trawalc'h evit lavaret e oa ur boaz. Ha pa vije eus ur boazig bennak, sur on n'eo ket heñvel ar boaz hag ar poell. Bianchi-Bihan 21 Gou 2007 da 22:20 (UTC)[respont]

Amfiteatr, amforenn

[kemmañ ar vammenn]

Pa vez sellet a dost (ken bihan eo) e lenner " amfiteatr ". Bianchi-Bihan 18 Gwe 2007 da 16:18 (UTC)[respont]