Kaozeadenn Wikipedia:Roll ar pennadoù a rankfe pep wikipedia kaout
Evit an organegi: loened, plant, hag all: titl ar pennad a zo da vezañ lakaet en unander pe el liester? Kavout a ran iskis an unander, ha techet e vijen da ober gant al liester bewech... Pe d'an nebeutañ evit ar familhoù loened. Met alioù all a blijfe din kaout... Benoni (Kaozeadenn) 18 Du 2007 da 22:06 (UTC)
- Ma lennan mat amañ [[1]], kalc'h a zo ur pennad a bouez, ellig ha kourzh n'int ket. Ur varn diazezet war ar skiant? Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 12:25 (UTC)
- N'eo ket skiantel ar roll, un droidigezh diwar meta ez eo. Abeg a c'heller kavout war ger-mañ-ger evel-just. Met n'emañ ket aze ar pal. Sellet ouzh ar rannbennadoù e krec'h ar bajenn. Rolloù all a zo avat, heverk d'ar wikipedia brezhonek:
A galon,-- Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 12:30 (UTC)
Un ali nemetken
[kemmañ ar vammenn]N'eo nemet peogwir em eus gwelet goulenn alioù an dud e roin ma hini: keit ma ne vo ket prouet ez eus talvoudegezh holloueziadurel, ha peogwir ez eus bet lavaret sklaer uheloc'hik ne oa ket skiantel ar pennad (N'eo ket skiantel ar roll, un droidigezh diwar meta ez eo), daoust d'ar blijadur bersonel a c'hall bezañ o treiñ ur bajenn "meta" n'onn p'ra, e kav din e tremenemp aes-kenañ hepti (ar bajenn) a-raok, hag e c'haller tremen hepti ken aes all e dazont ur wikipedia brezhonek. Bianchi-Bihan 20 Du 2007 da 03:56 (UTC)
- Na plijus eo lenn skridoù Bianchi-Bihan atav, ken leun atav a zismegañs evit labour ar re all, ken pell atav eus menoz an doujañs! M'am bije skrivet ar c'hart eus kement-mañ e vije dija bet savet gantañ n'ouzan ket pet pajenn "klemm a-enep d'ur merour". Añfin bon, n'eus ket nemet Bianchi-Bihan war ar wikipedia brezhonek, hag emichañs e kavo tud 'zo amañ menozioù evit sevel pajennoù pouezus a ra diouer c'hoazh d'ar wikipedia-mañ. Hag emichañs evel-se e vo klokoc'h-klokañ hon wikipedia... Benoni (Kaozeadenn) 20 Du 2007 da 10:32 (UTC)
Alioù pe meuleudioù?
[kemmañ ar vammenn]- Sellit penaos e vezer trugarekaet! Goulenn a reer hoc'h ali, reiñ a rit anezhañ, ha klemmichal a reer c'hoazh.
- Goulennet e oa alioù an dud, ne ouien ket e oa "meuleudioù" a oa gortozet dre ret.
- Marteze e oa alioù an holl nemedon? Neuze e oa dav resisaat.
- Lenn a ran atav a-raok reiñ un ali, ha kavet em eus N'eo ket skiantel ar roll, un droidigezh diwar meta ez eo (sic). Tennet em eus ar gentel nemeti a oa da dennañ.
- N'eo ket plijet ma ali? Evel-se emañ kont er vuhez. Alioù all a vo, arabat fallgaloniñ.
- N'eo ket peogwir e kavan didalvoud a-grenn ar pennad e c'houlennan e zistruj: n'on ket ken strizh a spered: ne c'houlennan distruj nemet ar pennadoù goullo dezho titloù a zo fazioù, hervez ar reolennoù. Hag ouzhpenn se on aet da reizhañ meur a fazi graet ganit, evit klask gwellaat ar bajenn. Bravat degemer!
- Ne welan ket pelec'h e vije ma ali ken leun atav a zismegañs evit labour ar re all (ouzh ar re all, e brezhoneg mat). Met moarvat e c'halli reiñ arguzennoù sklaer. Techet on da welout aze un dagadenn bersonel (unan ouzhpenn), difennet e-barzh wikipedia, d'ar verourien zoken.
- Gallout a rafen klask an holl verkoù "a zismegañs" ouzh ma labour avat, ha gwall hir e vije m'eus aon, ma fell da lod c'hoari ar c'hoari-se.
- Diwar ur pennad e oa goulennet alioù an dud? ha goulennet ganit? Diwar ur pennad em eus roet, ha roet dit. Ha din da c'houzout n'out ket "ar re all".
- Ma kavez eo ret dit klemm abalamour da unan bennak a ro un ali hag a oa goulennet ganit peogwir e tisplij dit, gra. Sur on e vo efedusoc'h ar c'hlemm enep din eget ar re enep dit, evel boaz n'eus forzh penaos.
- Peogwir n'eus gwir ebet war ar skridoù lakaet amañ e vo lakaet da frazenn n'eus ket nemet Bianchi-Bihan war ar wikipedia brezhonek e-barzh Wikipedia: Fazioù stankañ.
- Achu gant se. Alioù all? Diwallit ! darn a vez degemeret fall ! Bianchi-Bihan 20 Du 2007 da 12:43 (UTC)
Urzhiataerezh/ *Prosesor
[kemmañ ar vammenn]Prosesor ? > Kewerier (gourel) e Geriadur ar stlenneg (PREDER, 1995) ISBN 978-2-901383-14-7
A-du on da sevel pajennadoù dwb ar stlenn, mar bez degemeret termenadur ar geriadur nemetañ hon eus a-zivout an dodenn. T42N24T (kaozeal) 7 Gwe 2012 da 17:14 (UTC)
- Diazez ober Wikipedia eo n'eus den ebet perc'henn war ar pennadoù. Pep hini a c'hall degas cheñchamantoù evel ma kar, ha n'haller asuriñ netra eta. Klasket e vez lakaat reolennoù kenvevañ pe kenlabourat avat. Met ma lakaez daveennoù evit merkañ eus pelec'h e teu ar ger-mañ-ger (evit ar penngerioù dreist-holl) ne vo diaester ebet moarvat.
- Skouer "kenvevañ ha kenlabour". Evit afer prosesor. Testeniet eo ar ger e Geriaoueg Diwan (1991) (ha n'emañ ket da vezañ skrivet gant * eta), ha n'haller ket skarzhañ anezhañ hep abeg sonn neuze, pe mirout ouzh unan bennak da ouzhpennañ anezhañ. Evit lakaat daveennoù e c'haller lenn amañ Wikipedia:Menegit ho taveoù.
- Ma'z eus c'hoazh eus ur bajenn war an danvez gant un titl all e c'haller ober un "adkas" gant ar ger all (da skouer labous —> evn), rak ne vez ket graet div bajenn gant ar memes danvez. Ret e vez ober neuze ur bajenn gant an titl nevez ("labous" lakaomp), hag ober '''#ADKAS[[evn]]''' evit mont betek ar bajenn "evn", hag eno skrivañ "un evn, pe labous, a zo ul loen...".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Gwe 2012 da 11:59 (UTC)
Diazezelouriezh
[kemmañ ar vammenn]Was ist das ? Ne gavan ar ger-se neblec'h (zoken er Wikeriadur). Hag un droidigezh eus en:Fundamentalism e vije, evel en 1,000 core topics ? Bonelouriezh eo e FBMM. Disheñvel eo ster en:Integrism. — Siubhán McGunn (kaozeal) 10 Kzu 2012 da 18:33 (UTC)
New real time list of missing articles
[kemmañ ar vammenn]I suggest that you give a look to the Mix'n'match tool by Magnus Manske, and that you recommend it from this page. Thanks to Wikidata, it's able to tell you in real time what articles you're missing out of several reliable lists of relevant persons. --Nemo 10 Her 2014 da 17:06 (UTC)