Kaozeadenn Rummad:Stourm politikel gallek e Breizh
Neuz
Ne gomprenan ket perak eo resisaet gallek, n'eus ket ur stourm politikel e brezhoneg penn da benn betek c'houzout. Awalc'h eo kaout ur rummad Stourm politikel e Breizh.--Arko (kaozeal) 22 Meu 2020 da 18:00 (UTC)
- A-du on, kawed 'ran drol krouiñ ur rummad evel hounnezh, nemed 'vije ewid lakaad diskred war ar strolladoù politikel a ra gant ar galleg ? Lekemok (kaozeal) 22 Meu 2020 da 18:39 (UTC)
- Er c'hontrol, neptu e kavan an anvad "Stourm politikel gallek e Breizh". EBB da skouer a rae tost pep tra e brezhoneg, hag ar peurrest e saozneg. Ne c'haller ket lakaat EBB er rummad-mañ. ESB ivez a rae hogos pep tra e brezhoneg, lakaet er-maez ur c'hraflevr bennak e galleg (Les Données socio-historiques de l'Emsav). Perak n'eus bet savet pennad ebet diwar-benn ar strolladoù politikel hollvrezhonek-se betek-henn ? Setu ur bajenn ma c'haller pellgargañ Emsav, kelaouenn hollvrezhonek ESB, a zo bet anezhi eus 1967 da 1979 : http://preder.net/index.php/br/levraoueg/emsav 2.14.52.214 22 Meu 2020 da 21:50 (UTC)
- Daou c'hronnadig 70 bloaz zo ne ra ket ur rummad. Gant an div yezh e ra an emsav politikel abaoe ez eus anezhañ. Diabeg eo ar rummad hag ar ger gallek amañ eta. --Arko (kaozeal) 23 Meu 2020 da 15:55 (UTC)
- Bras a-walc'h e oa ESB. Bihan e oa EBB, gwir eo, met n'eo ket ken kozh ha ma lavarit. Ar pezh a ziskouez a-walc'h e komzit hep gouzout. Gant ar brezhoneg e ra an emsav politikel abaoe ma 'z eus anezhañ. ESB a rae pep tra e brezhoneg. EBB ivez, ha ne welan ket perak e vefe ur gudenn gant ar fed-se. N'eo ket direnkus, ur fed eo, neptu, tra ken, ha dellezek da vezañ meneget e Wikipedia. 2.14.49.251 23 Meu 2020 da 17:01 (UTC)
- Kompren 'ran a-walc'h an arguzennoù med lakaed diaez on gant un dra bennag : ne ra ked an UDB pe Strollad Breizh (da skouer) gant ar galleg nemetken. Ne vije ked poellekoc'h neuze krouiñ tri rummad : Stourm politikel brezhonek e Breizh ; Stourm politikel gallek e Breizh ha Stourm politikel divyezhek e Breizh ewid mond pelloc'h gant al lojik-se ? Lekemok (kaozeal) 24 Meu 2020 da 10:09 (UTC)
- UDB ha Strollad Breizh a ren 95% eus o stourm e galleg. ESB a rene 98% eus e stourm e brezhoneg. Pezh a dalv emañ plas UDB ha Strollad Breizh er rummad Stourm politikel gallek e Breizh, hag hini ESB er rummad Stourm politikel brezhonek e Breizh. Klask kuzhat ar fedoù n'eo ket "mont pelloc'h". Bezomp onest. 2.14.195.192 24 Meu 2020 da 10:17 (UTC)
- Evit bezañ ezel eus ESB e oa ret ober al labour emsavel e brezhoneg. Ha c'hwi a gav deoc'h eo heñvel gant UDB ha Strollad Breizh ? Pa ouzer an niver a vrezhonegerien o deus klasket mont e darempred gant UDB pe Strollad Breizh hag a zo bet kaset da sutal, gourc'hemennet dezho komz galleg "evit bezañ komprenet gant an holl"... 2.14.195.192 24 Meu 2020 da 10:27 (UTC)
- Gwellout a reer ho peus droug ouzh UDB ha SB. N'oaromp ket petra zo c'hoarvezhet etrezoc'h met n'eo ket Wikipedia al lec'h evit ober o stal dezho. An daou strollad-mañ a ra ingal gant ar brezhoneg (re zivat surawalac'h met n'eo ket amañ emañ an dalc'h). Ho rummad "Stourm politikel gallek e Breizh" a lak an dud da soñjal ne reont ket nemet gant ar galleg, e-kichen ar Rassemblement National, ar pezh n'eo ket gwir. Un dra all : arabat komz ouzomp war un ton groñs ha tagus mar plij. Ul labour stroll a reomp amañ. Trugarez eta da chom doujus ha neptu en ho labour... --Arko (kaozeal) 24 Meu 2020 da 15:15 (UTC)
- Gwelout a reer em eus klevet an memes testenioù evel ar re all diwar-benn emzalc'h UDB pe SB e-keñver ar vrezhonegerien a fell dezho stourm e brezhoneg : lavaret e vez dezho "komz galleg evit bezañ komprenet gant an holl", ha kement-se n'en deus netra da welet ganin.
- UDB ha SB a ra "ingal" gant ar brezhoneg, ya, e-pad 5% eus an amzer, da lavarout eo morse pe dost, e-skoaz ESB a rae "ingal" gant ar brezhoneg, e-pad 98% eus an amzer, da lavarout eo bepred pe dost. Ar Rassemblement National a ra gant ar brezhoneg e-pad 0,1% eus an amzer, da lavarout eo morse pe dost, hag a-boan nebeutoc'h eget UDB pa geñverier gant ESB. Evel se emañ, ur fed n'eo ken. "Morse pe dost" ha "bepred pe dost" n'int ket ur c'hement. Bezit onest, n'eo ket "re zivat" eo e ra UDB ha SB gant ar brezhoneg, met "morse pe dost". Ma vez implijet ar brezhoneg muioc'h eget ar galleg gant izili UDB pe SB en dazont e vo moarvat un dra vat evit lod, un dra fall evit lod all, met evit poent ne reont ket : kalz muioc'h a c'halleg a vez ganto eget a vrezhoneg.
- Wikipedia n'eo ket ho plog : ha "mat" pe "divat" e vefe emzalc'h UDB pe SB, ne ra forzh ebet amañ. Sioulait ha klaskit bezañ neptu. Ne gomprenan ket perak e soñj deoc'h e vefen "tagus", ne ran nemet stadañ fedoù neptu hag aes da wiriañ. Emañ UDB hag Adsav a-gevret er rummad "Strolladoù politikel broadelour", ar pezh ne dalv ket eo peurheñvel UDB ouzh Adsav, evel just. Ar Rassemblement National ivez zo ur strollad politikel broadelour, ha neuze ? Hag ezhomm zo da lemel kement strollad na blij ket d'an UDB eus ar rummad-se ivez ? Bezomp sirius. 2.14.195.192 24 Meu 2020 da 16:07 (UTC)
- Gwellout a reer ho peus droug ouzh UDB ha SB. N'oaromp ket petra zo c'hoarvezhet etrezoc'h met n'eo ket Wikipedia al lec'h evit ober o stal dezho. An daou strollad-mañ a ra ingal gant ar brezhoneg (re zivat surawalac'h met n'eo ket amañ emañ an dalc'h). Ho rummad "Stourm politikel gallek e Breizh" a lak an dud da soñjal ne reont ket nemet gant ar galleg, e-kichen ar Rassemblement National, ar pezh n'eo ket gwir. Un dra all : arabat komz ouzomp war un ton groñs ha tagus mar plij. Ul labour stroll a reomp amañ. Trugarez eta da chom doujus ha neptu en ho labour... --Arko (kaozeal) 24 Meu 2020 da 15:15 (UTC)
- Kompren 'ran a-walc'h an arguzennoù med lakaed diaez on gant un dra bennag : ne ra ked an UDB pe Strollad Breizh (da skouer) gant ar galleg nemetken. Ne vije ked poellekoc'h neuze krouiñ tri rummad : Stourm politikel brezhonek e Breizh ; Stourm politikel gallek e Breizh ha Stourm politikel divyezhek e Breizh ewid mond pelloc'h gant al lojik-se ? Lekemok (kaozeal) 24 Meu 2020 da 10:09 (UTC)
- Bras a-walc'h e oa ESB. Bihan e oa EBB, gwir eo, met n'eo ket ken kozh ha ma lavarit. Ar pezh a ziskouez a-walc'h e komzit hep gouzout. Gant ar brezhoneg e ra an emsav politikel abaoe ma 'z eus anezhañ. ESB a rae pep tra e brezhoneg. EBB ivez, ha ne welan ket perak e vefe ur gudenn gant ar fed-se. N'eo ket direnkus, ur fed eo, neptu, tra ken, ha dellezek da vezañ meneget e Wikipedia. 2.14.49.251 23 Meu 2020 da 17:01 (UTC)
- Daou c'hronnadig 70 bloaz zo ne ra ket ur rummad. Gant an div yezh e ra an emsav politikel abaoe ez eus anezhañ. Diabeg eo ar rummad hag ar ger gallek amañ eta. --Arko (kaozeal) 23 Meu 2020 da 15:55 (UTC)
- Er c'hontrol, neptu e kavan an anvad "Stourm politikel gallek e Breizh". EBB da skouer a rae tost pep tra e brezhoneg, hag ar peurrest e saozneg. Ne c'haller ket lakaat EBB er rummad-mañ. ESB ivez a rae hogos pep tra e brezhoneg, lakaet er-maez ur c'hraflevr bennak e galleg (Les Données socio-historiques de l'Emsav). Perak n'eus bet savet pennad ebet diwar-benn ar strolladoù politikel hollvrezhonek-se betek-henn ? Setu ur bajenn ma c'haller pellgargañ Emsav, kelaouenn hollvrezhonek ESB, a zo bet anezhi eus 1967 da 1979 : http://preder.net/index.php/br/levraoueg/emsav 2.14.52.214 22 Meu 2020 da 21:50 (UTC)
An dalc'h n'emañ ket gant ar pezh a ra pe ne ra ket UDB pe ar pezh a rae pe ne rae ket ESB, met daoust ha talvoudus eo kaout ur rummad evel ar rummad nevez-krouet "Stourm_politikel_gallek_e_Breizh". Evidon n'eo ket. Na kennebeut ur rummad "Stourm_politikel_brezhonek_e_Breizh". Petra a soñj an dud all ? --Llydawr (kaozeal) 24 Meu 2020 da 16:45 (UTC)
- Talvoudus eo d'an dud da baouez a soñjal ne vefe ket bet eus ur stourm politikel hollvrezhonek pe dost e Breizh, evel a zo skrivet el linenn gentañ eus ar bajenn-mañ. Ur stlennad talvoudus eo eta a zo degaset gant an daou rummad-mañ, talvoudus ent-istorel, talvoudus e kement ma ro da gompren, ma ro da welout un arvez pouezus ha dedennus eus istor politikel Breizh, na zlefe ket chom kuzh, evel pa vije mezh da gaout gant fedoù ken pouezus en istor ur Vro. Pouezus eo yezh ar stourmerien bolitikel en istor Belgia da skouer, hag en istor kant bro all evel just, ha ne vefe ket en istor Breizh ? Perak 'ta ? 2.14.195.192 24 Meu 2020 da 17:30 (UTC)
Gwasoc'h gwasañ e teu da vezañ ar rummad-mañ, gant ur "pennad pennañ" droch ha rummadoù droch ivez bremañ. Piv zo a-du evit e ziverkañ ?--Arko (kaozeal) 14 Gen 2022 da 14:55 (UTC)
- Didalvoud e kavan ar rummad-mañ. --Llydawr (kaozeal) 14 Gen 2022 da 16:45 (UTC)