Kaozeadenn Rummad:Anvioù-badez arabek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Souezhus a-walc'h eo gwelet ober gant "anv-badez" evit anvioù a vez implijet gant tud ha na vint badezet gwech ebet (muzulmaned ar braz anezho moarvat). Ar ger neptuekoc'h "kentanv" n'eo ket dispar dre ret kennebeut, pa vezont lakaet goude e sevenadurioù 'zo (ar reter, met ivez Hungaria...). Ober a ra ar saozneg gant "given name" met n'ouzon ket hag-eñ ez eus bet graet gant ur c'hevatal e brezhoneg (daoust ma c'hallje bezañ, pa lavarer: "Kemo eo lakaet" (J. Gros). A-hend-all emañ "anv-bihan" e brezhoneg komzet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 08:55 (UTC)[respont]

Ur ster strizh hag ur ster ledan a zo d'ar ger anv-badez evel-just, evel da veur a dra. Ma tibaber ar ster strizh e c'haller ober kemend-all gant ur bern gerioù, lakaomp kudenn, karr, te ruz (ha n'eo ket te), ... ha neuze n'haller ket badeziñ bag na ti ken, na gwin ivez. Hag un den na n'eo ket badezet n'en deus anv-badez ebet evel-just. Ma komzer eus ster stizh ne welan nemet un dra anat: un anv personel eo an anv-badez e-skoaz an anv-tiegezh. Kentanv n'eo nemet troidigezh ar ger gallek "prénom". Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 09:35 (UTC)[respont]