Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Tzintzuntzan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Tzintzuntzan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Tzintzuntzan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 25 Gen 2006 da 09:34 (UTC)[respont]

Implijout ar pajennoù kaozeal

[kemmañ ar vammenn]
  • Nul eo louzañ ul liamm er bajenn degemer. MP
  • Trugarez dit da gemer perzh er wiki. Evit ma yafe ar c'helc'hgeriadur war-raok en un doare plaen hep tabutoù etre an dud ez eus reolennoù zo bet lakaet e plas war Wikipedia. Gallout a rez ober cheñchamantoù er pennadoù evel ma karez evit reizhañ fazioù pe glokaat pennadoù e-keñver danvez. Mar ne blij ket dit ger pe c'her avat, ar gwellañ d'ober eo lakaat un evezhiadenn war bajenn gaozeal ar pennad. Evit poent ez eus daou c'her en implij war hor wiki evit treiñ ar saozneg portal. Tud zo a ra gant portal ha re all gant porched. Kinniget eo bet porrastell gant unan bennak ivez. Evit poent n'eus bet kemeret diviz ebet gant ar gumuniezh evit unvaniñ ar c'hraf-mañ. Setu n'eo ket gwall spletus mont da cheñch un termen e n'ouzon ket pet pennad warn-ugent rak adlakaet e vo an termen kent gant an implijerien all en em santo feuket. Ar pezh zo d'ober eo implijout ar pajennoù kaozeal evit reiñ da soñj. Gallout a rez ivez mont war ar bajenn Wikipedia:Kendivizoù_reolata/Anvioù_skiantel ha lañsañ ar gaoz war ar c'hraf-mañ. Tud all a gemero perzh er gaoz ha, goude ur frapadig e vo tu da dizhout un emglev evit unvaniñ an traoù dre ur vot. Setu, kemer a ra un tamm muioc'h a amzer met ma fell deomp kensevel un oberenn a-stroll e rankomp temen dre brantadoù eskemm soñjoù ha votiñ. An doare nemetañ da zoujañ da soñj an holl eo. Setu, degemer mat c'hoazh war ar wki ha kalon dit da vont war-raok, te a welo, goude bezañ degemeret un nebeud reolennoù sevender eo aes-tre ha plijus lakaat ar wiki da vevañ. --Fulup 25 Gen 2006 da 09:34 (UTC)[respont]

Demat deoc'h.

Brav eo ober un dro kostez Ar rummad Lennegezh hag ar Portal stag : Portal al lennegezh. Traoù talvoudus zo d'ober.

MP 25 Gen 2006 da 20:38 (UTC)[respont]

Dilennit ho merourien

[kemmañ ar vammenn]

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:54 (UTC)[respont]