Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Tangi Gwegen

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Tangi Gwegen, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Tangi Gwegen. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Donemat e Wikipedia--Kadwalan 10 Gwe 2007 da 10:57 (UTC)[respont]


Tangi Gwegen, pe forzh peseurt anv all e vefe, skrivet e vez ar ger Stad (state, Etat) gant ur bennlizherenn abaoe tost ur c'hantved (kaoz zo bet eus an dra-se dija). Sell da skouer ouzh geriadur an Here. Pediñ a ran ac'hanout start neuze da baouez da adenvel ar pennadoù evit he zennañ e pep lec'h. Ma fell dit kaozeal eus ar reolenn-se pe goulenn displegadennoù all e pedan ac'hanout d'en ober war pajenn ar gaozeadenn pe en davarn en a-raok. Trugarez--Kadwalan 10 Gwe 2007 da 15:42 (UTC) Merour[respont]

Aotrou kadwalan, pe forzh peseurt anv all a vefe, marteze eo ganit eo bet skrivet pennad an Here. Ha neuze?
Ouzhpenn un dislavar zo e-barzh.
Un ali personel eo, ha netra ken.
Re all, ouzhpenn da hini, zo war an douar (pe an Douar?). Tangi Gwegen 11 Gwe 2007 da 07:54 (UTC)[respont]

Lakaet war evezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet out bet war evezh ganin evit da dagadennoù ha da gunujennoù a-enep da gKadwalan. Ma gendalc'hes, e vo stanket da gont ganin pe gant ur merour all. Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:20 (UTC)[respont]

Difennet margodenniñ

[kemmañ ar vammenn]

Stanket da vat ha da viken ganin diwar ali daou verour all (Benoni ha Kadwalan). Abeg: difennet groñs eo margodenniñ. Merour (Neal) (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 12:16 (UTC)[respont]