Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Soulianis

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat deoc'h, Mat eo ez afe ar pennadoù war wellaat, anat din. Met abalamour da betra ho poa lamet elfennoù 'zo pe lakaet reoù all hag a zo gaou : da skouer, ne oa ket bet kensevet ar film-mañ gant Paul Mayersberg, kensavet ar senario gantañ ne lâran ket, ya. Diwallit, mar plij ganeoc'h... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 10:16 (UTC)[respont]

Ouzhpennet ul linenn Senario en Infobox. Soulianis (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 10:34 (UTC)[respont]
Un draig all. Bet lakaet Senjō no Merī Kurisumasu da dalbenn orin ganeoc'h. N'on ket sur e vije peurwir : Merry Christmas, Mr. Lawrence an titl orin ha Senjō no Merī Kurisumasu an titl japanek, a gav din... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 14:03 (UTC)[respont]
Demat, Ha gallout a rin kaout ur respont, mar plij ganeoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 08:25 (UTC)[respont]

Perak tec'hel kuit? Gwell eo delc'her penn da'm soñj, daoust d'an heskinerezh. Barrek out war ar stummañ pajennoù, da skouer. Ezhomm 'zo eus tud eveldout amañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 13:48 (UTC)[respont]

Tec'hel ne ran ket, nac'hañ brezelioù didalvez ne lavaran ket. Perak ? Dres en abeg d'an emzalc'h-se :

Ahel an aelez

[kemmañ ar vammenn]
Hag adkrouet an ahel Edgar-Trec'hlid adarre. Hag ar memes labourerien a vo heskinet gante. Adarre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 14:10 (UTC)
N'eus ket aotre :
  • da zistummañ skridoù an dud o kinnig anezho gant ur frazenn skrivet goude, doujañ d'o displegoù a ranker.
  • da chom hep sinañ el lec'h dereat
  • da lakaat dizurzh e kaozioù ar re all.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 18:07 (UTC)

Tri implijer taget en un taol !... Diwir, dismegañsus, disol, dizonest ha dic'houzañvadus eo ar begad-se ; enep-krenn spered Wikipedia, an divezelezh eeunañ, ma c'hredenn anveliour (ganin eo bet astennet ar bajenn-se, ur sizhunvezh labour).
Hag aozer ar bajenn Paranoia (375 eizhbit) a skriv kement-se ! Ur skouer splann eus e spered eo an evezhiadenn luban en doa lakaet kevret gant ar bajenn e 2009 : Kement ha sklaeraat mennozhioù zo ; penaos e c'hall ur bajenn c'houllo sklaeraat tra pe dra e spered al lennerien a zo o klask deskiñ dre un holloueziadur brezhonek ? Moarvat n'eo ket d'al lennerien e skrive, d'an « enebourien » en doa krouet dre e emzalc'h e oa hep mar.
Ha kement-se, deuet pa oan o skrivañ a-us :
Ma klaskez labour : https://br.wikipedia.org/wiki/Diazad_Pariz
Disprizañ labour Melenn14 eo, evel m'eo bet disprizet hini Couiros22 war bajenn-gaozeal Kabellig Ruz ; klask ma sujañ eo ivez, pa rankfen sammañ al labourioù-se hep emellout e hini Bianchi-Bihan. Ha kenlabour eo kement-se holl ? Teurel ar bec'h war an hentez eo, tra ken.
Ne vo ket tu din da labourat amañ, rak boulc'het eo ar brezel dija – gant ar memes implijer bepred – ha gwell am eus d'ober.
 Trugarez dit, Trec'hlid mitonet, evit da gemennad ken hegarat.Soulianis (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 16:05 (UTC)[respont]

Fentus eo, pa ziskouezer ur pennad nevez berr dit (ur bern zo, ha darn kalz koshoc'h evel-just) e komzez diouzhtu eus "disprizañ labour" ar re all, eus "sujañ", ha me oar petra. Met pa'z ez te da vlejal diwar-benn ur pennad re verr (boulc'het ganin evel-just) e kavez se naturel. Edgar dislavar. Hag e komzez eus brezel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Kzu 2014 da 16:59 (UTC)[respont]