Kaozeadenn Implijer:M.Jouitteau
Salud, M.Jouitteau, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, M.Jouitteau. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Ex-Smith 11 Eos 2010 da 08:31 (UTC)
- Degemer mat dit --Y-M D (kaozeal) 11 Eos 2010 da 21:22 (UTC)
Ar bajenn-man a denn d'an doubladur fonologel, ha n'eo ket kevreadurezhel. --M.Jouitteau 11 Eos 2010 da 08:21 (UTC)
- Marteze emañ ar wirionez ganeoc'h, met mat e vefe kaout un tamm displegadenn evit an dud n'int ket barrek war an dachenn-se da gompren perak, hag evit ar re all gellout eskemm ganeoc'h war an danvez. A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Eos 2010 da 21:07 (UTC)
- Ouzhpenn-se e kav din ez eo barrek an den hag en deus savet ar pennad war an dachenn (istor, Implijer:Neal an hini eo), mat 'vefe gwelet hag eskemm gantañ ivez. A galon --Y-M D (kaozeal) 11 Eos 2010 da 21:21 (UTC)
Trugarez deoc'h da vezañ bet kroget gant ar pennad-mañ, met mat e vefe lakaat un tamm muioc'h a zanvez eget ul liamm diavaez hepken. Mod all e vo lod o c'houlenn diverkañ ar pennad-se, ha ne vo arguzenn ebet evit derc'hel anezhi, alas. A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Gen 2011 da 13:28 (UTC)