Doubladur kevreadurezhel

Eus Wikipedia

War dachenn ar yezhoniezh e implijer an termen doubladur kevreadurezhel (e saozneg: syntactic doubling) evit komz eus un doare sandhi diavaez kavet en italianeg hag e yezhoù italek ar c'hornôg ma vez hiraet ur gensonenn e penn-kentañ ur ger da heul gerioù e rummoù resis.

Anvioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez ivez hiradur kensonennel e penn-kentañ ur ger (saoz. word-initial gemination) pe hiradur kensonennel fonokevreadurezhel (saoz. phonosyntactic consonantal gemination) eus an doubladur kevreadurezhel hag implijet e vez ivez war-eeun an termenoù raddoppiamento sintattico (RS), raddoppiamento fonosintattico (RF), raddoppiamento iniziale, rafforzamento iniziale (della consonante)

Mont-en-dro an doubladur kevreadurezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a ra an doubladur kevreadurezhel en degouezhioù-mañ (reizhderioù deskrivet hiroc'h a-is):

  • Goude ur ur unsilabennek "greñv" (it. monosillabi forti), d.l.e gant an taol-mouezh warni hag ivez goude meur a c'her unsilabennek "gwan" (d.l.e hep an taolmouezh warni): è, e, o, a, da, fra, che, se, ma, più, può, gru, re, blu, tre, me, te, sé, ciò, no, sì, già, giù, là, lì, qua, qui, né
  • Goude an holl gerioù liessilabennek gante an taol-mouezh war ar vogalenn diwezhañ.
    • Da skouer: Parigi è una città bellissima [paˈriʤi ˈɛ ˈuːna ʧitˈtabbelˈlissima] ('Ur gêr kaer-tre eo Pariz')
    • Goude un nebeud gerioù liessilabennek gante an taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ: come, dove, qualche, sopra, sovra
    • Da skouer: Come va? ('Mont a ra?)

Ne c'hoarvez ket an doubladur kevreadurezhel da heul ar gerioù-mell, ar stagadennoù personel (mi, ti, lo, h.a.) na goude rannoùigoù yezhadurel.

Kavet e vez an doubaldur kevreadurezhel e Su ha Kreiz Italia hag ivez e Sikilia, Sardigna ha Korsika met ne vez ket klevet ken kreñv all en italianeg komzet e norzh ar vro, da lâret eo uheloc'h evit al linenn La Spezia-Rimini.

Peurliesañ ne vez ket merket dre skrid an doublñadur estreget en degouezhioù ma saver gerioù kevrennek, da skouer: "chi sa"-> chissà ('piv 'oar').

Amreizhderioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne c'hoarvez ket an doubladur kensonennel en degouezhioù amreizh-mañ:

  • Pa'z eus un troc'h pe un ehan etre an daou c'her;
  • Pa vez distaget hir ar vogalenn diwezhañ;
  • Pa'z eus ur c'hemm ton etre an daou c'her


Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]