Kaozeadenn Implijer:82.127.123.53

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat, gwellout a ran out krog da sevel un toullad pennadoù. Ar gwellañ vefe krouiñ un gont, aesoc'h e vefe evidout. Diwar-benn ar pennad Ar rock, krouet eo bet ur pennad dija : Sonerezh rock, a c'hallez klokañ gant ar pezh 'teus skrivet dija. Un dra all : kazi morse ne vez lakaet ar ger-mell dirak an anv en un titl. Me n'on ket merour, se zo just alioù. Gallout a rez sevel goulennoù ouzh ar verourien amañ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Goulenn_ouzh_ar_verourien. Kalon vat, ken ar c'hentañ, --Arko 10 Mez 2008 da 09:02 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.