Kanton Savenneg
Kanton Savenneg | |
---|---|
![]() Lec'hiadur kanton Savenneg e departamant Liger-Atlantel | |
Bro | Breizh |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Broioù-al-Liger |
Departamant | Liger-Atlantel |
Arondisamant(où) | Arondisamant Sant-Nazer |
Kod kanton | 44 43 |
Pennlec'h | Savenneg |
Kuzulierien Amzer gefridi | |
Stadegoù | |
Poblañs | 24 131 ann. (2012) |
Gorread | 209,93 km² |
Stankter | 115 ann./km² |
Adrannoù | |
Kumunioù | 8 |
kemmañ ![]() |
Kanton Savenneg a oa anezhañ ur rann velestradurel eus Breizh, e departamant al Liger-Atlantel hag e rannvro Broioù-al-Liger (Frañs).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe Kanton Savenneg e 1790 gant c'hwec'h kumun ennañ. Lakaet e voe e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. E 1801 e voe miret ha brasaet ar c'hanton pa voe diskaret kantonioù arall gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.
Kumunioù Kanton Savenneg (1790-1801)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kanton Savenneg a yae c'hwec'h kumun d'ober anezhañ: Savenneg, pennlec'h ar c'hanton[1], Bolvronn[2], Bozeg[3], Chapel-ar-Wern[4], Gwal-Liger[5] ha Prevenkel[6].
- E 1801 e voe lakaet kumunioù Kambon[7] Kerwall[8] ha Killig[9] er c'hanton.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Santez-Anna-ar-Brived: kumun Santez-Anna, bet krouet e 1875 diwar ul lodenn eus tiriad Kambon, a voe lakaet e Kanton Savenneg[10].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Santez-Anna-ar-Brived a voe tennet eus Kanton Savenneg e 1980 ha lakaet e voe e Kanton Pontkastell[10].
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diskaret e voe ar c'hanton e 2014[11].
Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanton Savenneg a yae eizh kumun d'ober anezhañ:
- Savenneg, penn ar c'hanton,
- Bozeg,
- Chapel-ar-Wern,
- Gwal-Liger,
- Kambon,
- Kerwall,
- Killig,
- Prevenkel.
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Savenneg
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Bolvronn
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Bozeg
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Chapel-ar-Wern
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Gwal-Liger
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Prevenkel
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Kambon
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Kerwall
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Killig
- ↑ 10,0 ha10,1 Cassini - EHESS - Fichenn kumun Santez-Anna
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique