Kanton Hezin
Neuz
Kanton Hezin a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouet e voe Kanton Hezin e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Kastell-Briant. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Kastell-Briant. E 1801 e voe lakaet Hezin e Kanton Derwal[1], Ruzinieg ha Sant-Albin-ar-C'hestell e Kanton Kastell-Briant[2],[3].
Kumunioù (1790-1801)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanton Hezin a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Hezin, penn ar c'hanton,
- Ruzinieg,
- Sant-Albin-ar-C'hestell.