Kantik ar Baradoz
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Kantik ar Baradoz zo ur c'hantik brezhonek e yezh Treger.
Diskan
- Jezus pegen braz e
- Plijadur an ine
- Pa vev e gras Doue,
- Hag en e garante !
Kan
- Bèr kavan an amzer
- hag ar poaniou dister
- O sonjal de ha noz
- E gloar ar baradoz.
- Pa zellan en envo
- Etrezek ma gwir vro,
- Nijal di e karfen
- Evel eur goulmik wen.
- Gant joa e c'hortozan
- An termen divezan,
- Hast am euz da welet
- Jezus ma gwir bried.
- Kenkent ha ma vezo
- Torret ma chadeno
- Me a zavo en èr
- Evel eun alc'houeder.
- Pa vin uz d'an douar,
- Traouien leun a c'hlac'har,
- Neuze me rei eur zel
- Ouz ma bro Breiz-Izel.
- D'ezi me a laro :
- Kenavo d'id, ma bro,
- Nag a daerou skuillet
- Enoud, bro veniget !
- Kenavo da viken,
- Paourente hag anken,
- Kenavo pec'hejou,
- Trubuil ha klenvejou !
- Goude tol ar maro
- Joaüz me a gano ;
- Torret eo ma chaden
- Libr on da virviken !
- A hep tu pa zellin
- Kement tra a welin
- A rei d'amn daoulagad
- Ha d'am c'halon mil vad.
- Doriou ar Baradoz
- Digor ouz ma gortoz,
- Ar zent, ar zentezet,
- War o zron azeet.
- Me vo digemeret
- E pales an Drindet
- E-kreiz an enoriou
- Hag ar meulodiou.
- Me hello, evit mad,
- Gwelet Doue an Tad
- Gand e Vab Eternel
- Hag ar Speret-Santel.
- Me a welo Jezuz,
- 'N eur c'hoarzin dudius
- O lakat war ma fen
- Eur gaer a gurunen.
- Pegen dous vo klevet
- E vouez d'in o laret :
- « Deut zervijer fîdel,
- « Deut d'ar gloar eternel.
- « Euz beret an iliz
- « ho korf, bev war e giz,
- « Aman, bep pel dale,
- « A vo douget ive.
- « C'houi zo em Barados
- « Evel eur blanten roz,
- « A zivleun d'ar mare
- « Hag a vleun adare.
- « Evel eul lilien
- « Ken kaer en he zae wen
- « E kornik eul liors,
- « Ez oc'h e kreiz ma fors »
- Evit poaniou dister.
- Evit ankeniou bèr,
- Me vezo paêet mad
- Gant Doue ma gwir Dad.
- Em ol boaniou kalet,
- A gorf pe a spered,
- Me zonjo de ha noz
- E gloar ar barados.