Kallistus II
Kallistus II Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
Ganedigezh | 1050 e Quingey (Dugelezh Bourgogn) |
Dilennet da bab | 1añ a viz C'hwevrer 1119 |
Tronidigezh | 9 a viz C'hwevrer 1119 |
Dibenn e baboni | 12 a viz Kerzu 1124 |
En e raok | Gelasius II |
War e lerc'h | Honorius II |
Eneppab | Gregor VIII |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Kallistus II (e latin: Callistus II), Gui de Bourgogne e anv-tiegezh, ganet e 1050 e Quingey (Bourgogn, en departamant Doubs bremañ) ha marvet d'an 12 a viz Kerzu 1124, a oa un arc'heskob dilennet da bab an Iliz katolik roman d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1119.
Breur e oa da Remont Bourgogn, kont dimezet da Urraca Iañ León, merc'h da Alfonso VI (c. 1047-1109), roue León ha roue Kastilha.
Arc'heskob Vienna e oa, pa voe dilennet da bab e 1119, en abati Cluny.
Bodet en deus sened-iliz kentañ Lateran e 1123.
Krouiñ a reas un arc'heskobiezh e Santiago de Compostela, kêr-benn kontelezh Galiza. War-dro 1140-1160 en dije skrivet Codex Calixtinus evit reiñ brud da geheliñ an abostol Jakez ar Major, hag ar pirc'hirinerezh en Europa.