Kalgay
Neuz
Kalgay e oa an titl roet da hêr khan Krimea adalek 1475 betek ma voe staget ar c'hanat ouzh Rusia e 1783.
Hervez ar boaz mongol e oa kalgay an hini koshañ er c'hlan, ha pa vefe breur pe mab d'ar c'han. Met, diwar levezon boazioù ar stadoù all (lakaat ar mab henañ war an tron), e savas alies tabut etre an danvez hêred e khanat Krimea evit tapout ar galloud[1].
E tatareg Krimea e talv kement ha Ra chomo war ma lerc'h. Mehmed Giray, mab Mengli Iañ Giray, a voe an hini kentañ anvet Kalgay.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La Moscovie, l'Empire ottoman et la crise successorale de 1577-1588 dans le khanat de Crimée gant Chantal Lemercier-Quelquejay hag Alexandre Bennigsen e Cahiers du monde russe et soviétique, niverenn 14-4, 1973