Kaki

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur wezenn-gaki
Diavaez ha diabarzh ur gakienn

ar c'haki (japaneg kaki, diwar kakinoha) eo frouezh ar wezenn-gaki. Ar wezenn-se a zo dezhi etre 5 ha 10 m uhelder, delioù ledan ha hirgelc'hiek hag a zeu da vezañ ruz d'an diskar-amzer. Ar bleuñvioù a c'hall bezañ gwenn, melen pe glas-gwer. An daou seurt kaki brudetañ a zo anvet hachiya ha fuyu. Frouezh broadel Japan int. A-orin eus reter Sina eo ar c'haki, ha gounezet e vezont ivez e Viet Nam, Korea, Liban, Israel, Italia, Stadoù-Unanet, su Frañs hag en Aljeria (en Ain Draham) hag e Maroko (Ain Sobah). Soñjal a reer peurliesañ e teu eus ur frouezhenn all (Diospyros roxburghii), hag a greske ez-naturel e biz India hag en Indez-Sina. Ouzhpenn 2 800 seurtad a zo.[1] E broioù' zo evel e Taiwan, e vez soubet er raz.

Taolennadur[kemmañ]

Kement ha tomatez e vez ar c'haki, hag a-liv gant an orañjez. Pa vez azv e teu ar plusk da vezañ treuzwelus. Unan eus ar ouenn frouezh ar muiañ a brovitamin A enni eo ivez. E kement frouezhenn a zo e c'haller kavout betek eizh hadenn, ha stag e chom ar c'haki ouzh ar wezenn, memes pa gouezh an delioù. Debret e vez ar c'haki pa vezont azv da vat, ha tost fouest zoken (un tamm evel ar mesper, ha tennañ a ra e vlaz da hini ar mesper ivez).

Talvoudegezh vezhurel[kemmañ]

Kaki
(talvoudegezh vezhurel evit 100 g)
Maguzenn Talvoudegezh
dour 80 g
proteinoù 0,6 g
Lipid 0,2 g
glukid 19 g
gwienn 1,6 g
energiezh 292,9 kJ / 70 cal
Kaki soubet er raz

Skeudennoù[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

  • L'encyclopédie visuelle des aliments, Embannadurioù Québec/Amérique, 1996
  • L'herbier voyageur, Histoires des fruits, légumes et épices du monde, Embannadurioù plume de carotte

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Notennoù[kemmañ]

  1. "Fruits d'Outre-Mer", levrenn 3, niv. 4, pajenn 124 da 132, 1948 gant V.-A. Evreinoff