Kaja Kallas
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Estonia |
Anv e yezh-vamm an den | Kaja Kallas |
Anv-bihan | Kaja |
Anv-familh | Kallas |
Deiziad ganedigezh | 18 Mez 1977 |
Lec'h ganedigezh | Tallinn |
Tad | Siim Kallas |
Mamm | Kristi Kallas |
Pried | Arvo Hallik |
Yezhoù komzet pe skrivet | estoneg, saozneg, galleg, rusianeg, finneg |
Micher | politiker, alvokad, business undergraduate |
Bet war ar studi e | Tallinn Lilleküla Gymnasium, Tallinn English College, University of Tartu, Estonian Business School, Lawrence University |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel, Tallinn |
Strollad politikel | Estonian Reform Party |
Relijion | agnostegezh |
Prizioù resevet | Grand Cross of the Order of the Star of Romania, Order of Prince Yaroslav the Wise, 2nd class, Order of the Polar Star - Commander's Grand Cross |
Prantad | XXIvet kantved |
Lec'hienn ofisiel | https://kajakallas.ee/ |
Kaja Kallas (distaget [ˈkɑjɑ ˈkɑlːɑs] en estoneg; ganet d'an 18 a viz Mezheven 1977) zo ur bolitikerez eus Estonia ha kentañ ministr he bro abaoe ar 26 a viz Genver 2021. E penn ar gostezenn Eesti Reformierakond eo bet adalek 2018, hag ezel eus parlamant Estonia, ar Riigikogu, etre 2011 ha 2014 hag adalek 2019. Kannadez e Parlamant Europa e oa etre 2014 ha 2018.
Ganet e voe e Tallinn, merc'h da Siim Kallas, hag a voe kentañ ministr Estonia ivez, ha d'e wreg Kristi. Studioù war ar gwir he deus graet e skol-veur Tartu. Dimezet eo ha tri bugel he deus.
Buhez familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h Siim Kallas ha Kristi Kallas eo. He zad, Siim Kallas a voe ministr kentañ Estonia etre 2002 ha 2003 hag evelti, ezel Strollad adreizh Estonia (E.R.E.). He mamm, Kristi Kallas, hag he mamm-gozh a voe deportet e Siberia en tu all da Novossibirsk e 1949.
Dimeziñ a reas e 2002 gant Taavi Veskimägi (un den a aferioù ha politikour, Ministr an Arc'hant gant ar gouarnamant Parts). Bet o devoa ur mab. Met dibriedet o devoa e 2014. Addimeziñ a reas e 2018 gant Arvo Hallik a zo bankour..
Alvokadez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1996 ha 1997, pa oa c’hoazh o studiañ ar Gwir, e voe kuzulierez renerezh C'hoariva Vanemuine, ar c’hoariva kentañ en estonieg, e Tartu. Ur bloaz goude, e tapas he diplom alvokadez. Labourat a reas evel alvokadez e Tallinn, e kabined Tark & Co betek 2006 hag ekabined Luiga Mody Hääl Borenius betek 2011. Kelenn a reas e EBS Management Training Centre etre 2010 ha 2011.
Kannadez ar Riigikogu hag e Parlamant Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paouez a reas gant he micher e 2011 o vezañ dilennet kannadez an 12vet Riigikogu (parlamant Estonia) betek 2014. Kadoriet he doa bodad an aferioù ekonomikel e 2011.
Ezel eus Parlamant Europa e voe etre 2014 ha 2018.
D’ar 14 a viz Ebrel 2018 e voe dilennet e penn Strollad adreizh Estonia, ar vaouez kentañ eo o terc’hel ar post-se.
D'an 3 a viz Meurzh 2019, en em gavas Kaja Kallas hag he strollad politikele penn dilennadegoù ar gannaded gant 29% eus ar mouezhioù. Koulskoude ne voe ket mouezhiet gant ar Riigikogu e penn ar gouarnamant abalamour d’un emglev politikel etre strollad ar greizourien, strollad ar virourien Isamaa ha strollad an tu-dehou pellañ, EKRE a lakaas Jüri Ratasda vezañ ministr kentañ Estonia adalek an 29 a viz Ebrel 2019.
E 2019-2021 e voe dilennet ezel ar 14vet Riigikogu ha prezidantez he strollad politikel, strollad Adreizh Estonia.
Ministrez kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’an 13 a viz Genver 2021 e kouezhas gouarnamant Jüri Ratas. Sevel a reas Kaja Kallas ur gouarnamant nevez dre un emglev gant strollad ar greizourien. Ganti e penn ar gouarnamant ha Kersti Kaljulaid o vezañ prezidantez ar Republik e voe Estonia ar vro nemeti er bed o vezañ renet gant div vaouez dilennet.O vezañ stok ouzh Rusia eo prederiet Estonia gantar brezel en Ukraina. "Ret eo deomp reiñ muioc'h a armoù da Ukraina," eme g/Kaja Kallas e Pariz, d'al Lun 26 a viz C'hwevrer 2024, e-pad ur brezegenn evit skoazellañ Ukraina.