Mont d’an endalc’had

Kafe Koefet (sonerien)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kafe Koefet
Kafe Koefet
Doare(où) Sonerezh Breizh, sonerezh fest-deiz ha fest-noz
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2007
Lec'hienn ofisiel Kafe Koefet ofisiel

Izili Cyril Guiguian, Erwan Quintin, Ludovic Rio, Thomas Fortin

Kafe Koefet a zo ur strollad breizhat sonerezh fest-deiz ha fest-noz.

Abaoe 2006 ur pezh mell avantur dija ! Adalek kavioù ha tavarnioù Pariz betek leurennoù Enez Frañs, Breizh ha pelloc'h, ar strollad ne baouez ken da skignañ e goktel saourus, galonus ha leun a startijenn ennañ.
Kustum eo Kafe Koefet da seniñ gant mignoned pedet gante. Hiziv an deiz eo deuet da vezañ ur pevarad, hag a vez graet eus an triad "istorel" Cyril Guiguian (gitar), Erwan Quintin (violoñs), Ludovic Rio (akordeoñs kromatek), ha nevez zo asambles gant Thomas Fortin (bombardoù, treujenn-gaol ha saksofon).

Un dokumañter oa bet enrollet diwar-bouez ar strollad e 2013 : "Kafe Koefet, des bretons à Paris".


  • 2013 : Lak un'all, Autoprod
  • 2010 : Trouz ba' n Davarn, Autoprod
  • 2008 : Nouvelles vagues celtiques, Coop Breizh


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]