Károlos Papoúlias

Károlos Papúlias e 2009
Károlos Papoúlias (Κάρολος Παπούλιας e gresianeg, distaget /ˈkaɾo̞ˌlo̞s paˈpuʎas/) (1929-2021) a oa ur politikour gresian, Prezidant ar vro adalek miz Meurzh 2005 betek e varv.
Ganet e oa bet e kêr Ioannina d'ar 4 a viz Mezheven 1929. Studioù war ar gwir en doa graet e Skol-veur Aten hag e Skol-veur München.
Ouzhpenn gresianeg e ouie kaozeal mat alamaneg, italianeg ha galleg. Ezel e oa eus ar strollad sokialour PASOK.
Marvet eo d'ar 26 a viz Kerzu 2021[1].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (el) (en) Η ΚΑΘΗΜΕΡΙΝΗ / Ekathimerini, 26/12/2021