Jurij Chěžka
Jurij Chěžka (22 Gouere 1917 e Horka/Hórki e Saks - Here 1944 e-kichen Kragujevac, e Yougoslavia) a oa ur barzh sorabek. Sellet a reer outañ evel unan eus ar c’hentañ barzhed vodern e sorabeg hag unan eus skrivagnerien bouezus al lennegezh sorabek en XXvet kantved.
Mab e oa d’ur bener-mein eus Horka ha studiet en doa al lennegezhioù slavek hag alamanek e Praha, e Tchekoslovakia, er bloavezhioù 1930.
E 1936 en doa embannet e varzhoneg kentañ er gelaouenn sorabek Serbske Nowiny. Pa voe berzet Serbske Nowiny gant an Nazied e miz Eost 1937 e kendalc’has da skrivañ barzhonegoù e Praha.
Goude aloubadeg Tchekia gant an Alamaned e 1939 e voe harzet ha dalc'het ur pennadig. Ur wech lezet da vont ez eas da soudard er Wehrmacht ; war an talbenn e voe e Bro-C'hall, e Bulgaria, e Gres hag e Yougoslavia. E 1944 e tec’has diouzh an arme e Yougoslavia ha mervel a reas, den ne oar penaos.
Ur skol sorabek e Crostwitz zo bet lakaet e anv dezhi.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Dietrich Scholze : Georg Keschka (1917–1944) e-barzh Sächsische Biografie gant an Institut für Sächsische Geschichte und Volkskunde