Kragujevac
Neuz
Kragujevac (skrivet Крагујевац e serbeg ha distaget [krǎɡujeʋats]) zo ur gêr eus Serbia ha kêr-benn distrig Šumadija. E 2018 e oa 150 623 a dud o chom enni.
Kêr-benn Serbia e voe etre 1818 ha 1839, goude ma voe dieubet ar vro diouzh yev an Durked, dindan ren ar priñs Miloš Obrenović en em stalias eno. Bonreizh kentañ ar vro a voe embannet e Kragujevac e 1835. Belgrad a zeuas da vezañ kêr-benn ar vro e 1841 pa voe staliet al lez eno.
E-pad ar Brezel-bed Kentañ e teuas Kragujevac da vezañ kêr-benn Serbia en-dro etre 1914 ha 1915, ha sez ensavadurioù pennañ ar vro.