Julie Delpy
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs, Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Julie |
Anv-familh | Delpy |
Deiziad ganedigezh | 21 Kzu 1969 |
Lec'h ganedigezh | 14th arrondissement of Paris |
Tad | Albert Delpy |
Mamm | Marie Pillet |
Kompagnun(ez) | Marc Streitenfeld |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, saozneg |
Tachenn labour | sonaozañ |
Bet war ar studi e | New York University Tisch School of the Arts |
Lec'h annez | New York, Los Angeles, Pariz |
Lec'h labour | Stadoù-Unanet |
Deroù ar prantad labour | 1978 |
Benveg sonerezh | mouezh |
Ezel eus | Writers Guild of America, West |
Prizioù resevet | San Francisco Bay Area Film Critics Circle Award for Best Actress, National Society of Film Critics Award for Best Screenplay, Chevalier des Arts et des Lettres, European Film Academy Achievement in World Cinema Award, ofiser an Arzoù hag al Lizhiri |
Prantad | XXIvet kantved |
Rummad tost | Category:Films directed by Julie Delpy |
Julie Delpy , ganet d'an 21 a viz Kerzu 1969, zo un aktourez, senarioourez ha filmaozerez gall-stadunanat. Studiet he deus ar filmaozañ e Skol-veur New York er rann Tisch School of the Arts ha filmaozet, skrivet pe c'hoariet he deus en un 30 film bennak, evel Europa Europa (1990), Voyager (1991), Trois Couleurs : Blanc (1993), an drilogiezh Before (1995, 2004, 2013), An American Werewolf in Paris (1997), ha 2 Days in Paris (2007).
Lakaet eo bet he anv evit tri friz César, daou Online Film Critics Society Awards, ha daou Academy Awards. Dilojet eo da Stadoù-Unanet Amerika e 1990 ha deuet eo da vezañ Stadunanadez e 2001.
He film Les Barbares embannet e 2024, a gont istor ur familh repuidi sirian oc'h erruout e Pempont e-serr repuidi Ukrainat. Tud ar vro n'int ket gwall laouen gant kement-se rak estrengasourien int. Ar film n'eo ket bet degemeret mat-tre rak gwelet eo evel ul ludresadenn drouk eus tud ar maezioù, dreist-holl ar Vretoned[1] [2] [3]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Julie Delpy war IMDb
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://www.liberation.fr/culture/cinema/dans-les-barbares-julie-delpy-tend-le-breton-pour-se-faire-battre-20240917_NKEW6BTGWRAHFIWSMBFHOUNWPY/
- ↑ https://www.lesinrocks.com/cinema/les-barbares-julie-delpy-nous-sert-une-comedie-politique-condescendante-et-consternante-629222-16-09-2024/
- ↑ https://www.la-croix.com/culture/les-barbares-une-comedie-sans-nuances-sur-l-accueil-des-refugies-20240917