Juist

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Un tour-tan en enez Juist

Juist (distaget [jyːst] en alamaneg, [jœy̑st] en alamaneg-izel ; Júst e frizeg) zo unan eus Inizi Friz ar Reter, en Alamagn, en arvor Mor an Hanternoz. Emañ etre inizi Borkum, er c'hornôg, ha Norderney, er reter. Ur gumun eo ivez, e distrig Aurich, e stad Niedersachsen. En em astenn a ra enez Juist a-hed 17 km ha 16,4 km2 eo he gorread. Div gêriadennig zo ha 1 540 a annezidi en holl (e 2013).

Diwar an touristerezh e vev an enezenn dreist-holl. Gallout a reer mont di eus an douar-bras, gant bigi a loc'h eus Norddeich, porzh Norden.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.