Pellworm

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Un iliz kozh e Pellworm
Pellworm, Nordstrand hag enezennoùigoù evel Südfall a voe krouet da-heul dour-beuz 1634.

Pellworm (Pälweerm e frizeg, Pellvorm e daneg) zo unan eus Inizi Friz an Hanternoz en Alamagn.

Emañ e Mor an Hanternoz, war aod stad Schleswig-Holstein, e Kreis Nordfriesland. War-dro 37 km² eo he gorread hag annezet eo gant 1 200 den pe war-dro (1 177 e dibenn 2012).

Er Grennamzer e oa ul lodenn eus un enezenn vrasoc'h, anvet Strand, a voe beuzet e 1634 ha dispennet e meur a damm da-heul. Gallout a reer mont da enez Pellworm gant bigi-treizh a loc’h eus ledenez Nordstrand.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.