Jozeb Seveno
Neuz
Jozeb Seveno (pe Sevenoù) a oa ganet e Langedig e 1902 ha marvet en Angola e 1930. Ober a reas studi e Gwened evit mont da veleg ha da c'houde, e amzer soudard e Naoned hag e Bro Liban.
Kenlabouret en deus gant Dihunamb e 1926 ha 1927, a-raok tapout ul lestr da vont da visioniñ da Vro-Angola. Ne chomas ket pell amzer: mervel a reas un nebeud mizioù goude.
Skrivet en deus: En aùel, Klaskerez Doue, E lanneu Koetmegan ha Kannadigezh Kenvreuriezh ar Spered Santel.