Joseph Mary Plunkett
Joseph Mary Plunkett (Seosamh Pluincéad en iwerzhoneg), ganet d'an 21 a viz Du 1887 ha marvet d'ar 4 a viz Mae 1916 oa un emsaver broadelour, barzh ha penn-stourmer iwerzhonat a aozas Emsavadeg Pask.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e Dulenn met tremen a reas ul lodenn vras eus e yaouankiz o veajiñ war ar Mor Kreizdouar hag en Afrika an norzh a benn kavout un hin a zeree d’e yec’hed gwan (gant ar c'hleñved sec'h e oa). Studiañ a reas e skolaj ar jezuisted, e skolaj Belvederre, skolaj Stonyhurst hag e Lancashire e-lec'h ma teskas un nebeud traoù diwar-benn arz ar brezel er strolladoù pleustriñ evit an ofiserien.
Abred-kenañ eo sachet Plunkett gant an hêrezh iwerzhonat, an iwerzhoneg, ha studiañ a reas an esperanto. Dont a reas da vezañ ezel eus Conradh na Gaeilge, e-lec'h ma kejas gant Thomas MacDonagh. Mignoned vras e teuint da vezañ o-daou, dedennet ma oant gant ar memes danvezioù : ar varzhoniezh, ar c'hoariva, ha diwezhatoc'h e teuint da vezañ izili eus an Irish Volunteers, e-lec'h ma oant er c'huzulioù ren. E spered broadelour zo bet levezhonet dreist-holl gant e familh. E dad a brestas e zouaroù e Su ar vro evit krouiñ kampoù pleustriñ evit ar milisoù pe an dud o doa kuitaet o familh evit nompas mont d'ar brezel. Stummet e vezent eno da vrezeliñ evit dizalc'hidigezh Iwerzhon.
E 1915 e teuas Joseph Plunkett da vezañ ezel eus an Irish Republican Brotherhood, hag ur prantadig amzer goude e oa bet kaset da Alamagn gant Roger Casement evit goulenn sikour evit o emsav. Klask a rejont kendrec'hiñ an Alamaned da reiñ armoù dezho. Casement a dremenas amzer er c'hampoù bac'h alaman da welet hag-eñ e vije prizonidi a-du da zistreiñ da Iwerzhon evit kemer perzh en un arme vroadel. Met nebeut-tre a asantas. Plunkett a zeuas a-benn da gaout digant ar gouarnamant alaman armoù a vije bet degaset en Iwerzhon da goulz an emsavadeg.
Plunkett a brientas raktres Emsavadeg Pask e-barzh kuzul milourel an IRB. Hag e raktres eo a zo bet degemeret ha heuliet gant izili all ar c'huzul. Neuze e c'heller lavaret en deus bet ur giriegezh vras e dizeur spontus an emsav da-geñver an emsavadeg-se. Met soñjal e c'heller ivez e vije bet ur c'hwitadenn ivez eus n'eus forzh peseurt raktres all a vije bet. Un tammig a-raok an emsavadeg e oa bet kaset Plunkett d'an ospital, abalamour ma'z ae e gleñved war fallaat. Oberataet e voe eus ar gouzoug un nebeud devezhioù kent an emsavadeg met c'hoant en doa bet memes tra da gemer perzh ennni. Sevel a reas gant poan ha mont a reas war an dachenn gant e lienennoù. Abalamour ma oa tost d'ar marv eo chomet gant pennoù an emsav en Ti-Post e-pad an emgannoù. Gantañ e oa Padraig Pearse ha Thomas Clarke. En e-gichen e oa e Michael Collins, e eil-a-gamp.
Goude fin an emgann e oa bet kaset da brizon Kilmainham Gaol. Kondaonet e voe eno gant ul lez-varn vilourel. Un nebeud eurvezhioù a-raok bezañ lazhet, d'an oad a 28 vloaz, e timezas gant Grace Gifford, ur brotestantez gounezet d'ar relijion gatolik. C'hoar Gifford a oa bet dimezet un nebeud bloavezhioù a-raok gant Thomas MacDonagh, e wellañ mignon, a vo lazhet ivez abalamour d'e berzh en emsavadeg Pask. Roet eo bet e anv da di-gar Waterford.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Plunkett Dillon, Geraldine (edited Honor O Brolchain): All in the Blood (A. & A. Farmar)
- Gannon, Charles: Cathal Gannon - The Life and Times of a Dublin Craftsman (Lilliput Press).[1]