José Alberto de Oliveira Anchieta
Neuz
José Alberto de Oliveira Anchieta, bet ganet d'an 9 a viz Here 1832 e Lisbon (kêr-benn Rouantelezh Portugal d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Gwengolo 1897 e Caconda (Angola a-vremañ), a oa un ergerzher ha naturour portugalat.
Meur a veaj a reas, eus 1866 da 1897, dre Angola ma voe dastumet loened ha plant sof-kont gantañ : kaset e voent da bPortugal d'ober war o zro gant loenoniourien ha louzawourien (José Vicente Barbosa du Bocage (1823-1907) en o zouez).
Roet e voe e anv d'un nebeud spesadoù loened, en o zouez