John Glyn Davies

Eus Wikipedia

Kelenner yezhoù keltiek e oa John Glyn Davies (Liverpool 1870-1953), barzh kembraek, ha saver kanaouennoù.

Dastum a rae kanaouennoù-pobl, ha lakaat a raeas darn e kembraeg. Evel-se e voe savet gantañ Llongau Caernarfon pe Fflat Huw Puw. Troet e oa gant al listri, hag un diskouezadeg eus e zastumad listri bihan a voe graet en Amgueddfa Lechi Cymru e Gouhere 2006.

Ganet e oa John Glyn Davies en niverenn 55 Peel St, Sefton Park, e Liverpool, en un tiegezh Kembreiz. E dad John a oa marc'hadour te. E vamm, Gwen Davies, a oa he zad, John Jones, eus Talysarn. Tri breur en devoa: George M. Ll. Davies, Stanley Davies ha Frank Davies.

Goude ar skol e labouras John Glyn Davies evit kompagnunezhioù bagoù, evel Rathbone Brothers (1887-92), Cambrian (1892-95), Henry Tate & Sons (1895-96) ha goude-se evit Mines Corporation of New Zealand (1896-98), a-raok ober studioù en Aberystwyth. En Aberystwyth e voe etre 1899 ha 1907 hag eno e labouras evit dastum levrioù evit ar pezh a voe diwezhatoc'h Levraoueg Vroadel Kembre. Levraoueger e voe e skol-veur Aberystwyth, a-raok mont da skol-veur Liverpool e 1907. Eno e teuas da vezañ kelenner e Rann ar C'heltieg, e 1920, war-lerc'h Kuno Meyer. Chom a reas er post-se betek mont e retred e 1936. Goude se e vevas e meur a lec'h : e Cambridge, e Llandegfan, e Llanarth (Ceredigion) hag e Llanfairfechan, ma varvas d'an 11 a viz Du 1953.