Johann Anton Güldenstädt

Eus Wikipedia

Johann Anton Güldenstädt (26 a viz Ebrel 1745 e Riga, Latvia – 23 a viz Meurzh 1781 e Sant-Petersbourg, Rusia) a oa un Alaman eus ar broioù balt a voe naturour hag ergerzher e servij Impalaeriezh Rusia.

Yaouank e oa c'hoazh pa varvas e dud. Mont a reas da studiañ apotikerezh, louzawouriezh ha skiantoù an natur da Verlin, adalek 1763. Da 22 vloaz e tapas un doktorelezh mezegiezh e skol-veur Frankfurt an der Oder. Er bloaz war-lerc'h, e 1768 ez eas gant tud eus Akademiezh rusian ar Skiantoù da ergerzhet kreisteiz Rusia, war c'houlenn an impalaerez Katelin II. Beajiñ a reas Güldenstädt, asambles gant Samuel Gottlieb Gmelin, dre Ukraina, rannvro Astrac'han, menezioù Kaokaz ha betek Jorjia, hag a oa dianav a-walc'h d'ar Rusianed da neuze. E miz Meurzh 1775 e tistroas ar veajourien da Sant-Petersbourg. Er mizioù hag er bloavezhioù war-lerc'h e embannas pennadoù en alamaneg hag e latin, diwar-benn istor, douaroniezh ha natur ar broioù a oa bet ergerzhet gantañ. Met mervel a reas e miz Meurzh 1781, gant an derzhienn, hag embannet e voe ar braz eus e labour gant Peter Simon Pallas, gant an titl Reisen durch Russland und im Caucasischen Gebürge (1787–91) ("Beajoù dre Rusia hag e menezioù Kaokaz").

Gant an ergerzhadenn-se e voe desket ur bern traoù diwar-benn douaroniezh, douarouriezh, loened, plant ha yezhoù ar rann-se eus ar bed. Gant Güldenstädt e voe deskrivet pizh yezhoù Kaokaz, evel ar yezhoù kartvelek. Ar wech kentañ e oa da skiantourien mont da studiañ ar broioù-se a-dost. Diouzhtu goude ar veaj-se e krogas ar Rusianed da ziskouez o interest evit ar broioù-se. Hag un tammig diwezhatoc'h e teuas Jorjia da vezañ ur vro "gwarezet" gant Rusia, dre Feur-emglev Georgievsk.

E louzawouriezh e reer gant ar berradur "Gueldenst" evit ar skiantour-se, en anavadurioù skiantel ar plant.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]