Mont d’an endalc’had

Joseph Le Bihan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jo Le Bihan)

Joseph Le Bihan ( pe Jo Le Bihan pe Jozeb ar Bihan), ganet e Lokarn e miz Meurzh 1930, a zo un den barrek war an ekonomiezh. Kensavet eo bet Ensavadur Lokarn gantañ.

Deskiñ galleg a reas d'e seizh vloaz pa yeas d'ar skol.

Goude e vachelouriezh e studias e Roazhon hag e Pariz (Ensavadur ar Studioù Politikel (ESP) ha Skol Pleustrek ar Studioù Uhel). Labourat a reas en Ensavadur Broadel Klaskerezh Agronomek (EBKA).

E 1965 e krouas al labourva a imbourc'hioù war an dazont e Massy (Essonne). Ren a reas anezhañ betek 1973. En abeg d'e varregezh e voe karget eus meur a gefridi en estrenvro evit aozadurioù etrebroadel.

Dont a reas da vezañ kelenner en HEC (École des Hautes Etudes Commerciales) e 1973. Rener a imbourc'hioù e Skol-veur Pariz IX Dauphine eo bet ivez.

Distreiñ a reas da Lokarn war e leve. A-gevret gant Yann-Bêr ar Roc'h, en devoa krouet Ensavadur Lokarn evit bodañ tud a gemer perzh er vuhez ekonomikel ha reiñ tro dezhe da studiañ ha prederiañ.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2011.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]