Jo Cox

Eus Wikipedia

Helen Joanne Cox, lesanvet Jo Cox, ganet d'an 22 a viz Even 1974 e Batley ha droukazhet d'ar 16 a viz Even 2016 e Birstall, a oa ur bolitikourez saoz, bet kannadez evit Strollad al Labour.

Ezel e oa eus Ti ar C'humunioù abaoe 2015, ha sevel a rae he mouezh war brezel-sivil Siria hag ober a reas bec'h a-enep d'ar Brexit. Drouklazhet e oa bet d'ar 16 a viz Even 2016 gant un den o huchal "Britain first" ("Breizh-Veur da gentañ!") pa oa-hi o tifenn ar Rouantelezh-Unanet en Unvaniezh Europa.