Jentil (relijion)
Neuz
Ar Jentiled (diwar al latin gentilis, "ezel eus an hevelep pobl", diwar gēns, "meuriad, klan, pobl, familh") eo an anv a vez graet gant ar yuzevien ouzh an dud n'int ket yuzevien. Treiñ a ra ar ger hebraek גוי (goy) ha נכרי (nohri) a gaver en Tanac'h hag ar ger gresianek ἔθνη (éthnē) a gaver en Testamant Nevez. Ne gaver ket ar ger latin gentilis en-eeun er Bibl. Ar gerioù orin en hebraeg hag e gresianeg a vez implijet er Bibl evit an Israelited hag ar re n'int ket israelit, talvezout a ra "pobl" nemetken.
An anv goy zo bet implijet en un doare dismegañsus gant Yuzevien c'hallek zo, se zo kaoz e implijer kentoc'h ar ger "jentil", a orin latin, en e lec'h.