Jenna Jameson

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Jenna Jameson e 2008

Jenna Jameson, pe Jenna Marie Massoli hervez he gwir anv, a oa ganet d'an 9 a viz Ebrel 1974)[1][2] zo un aktourez pornografek stadunanat, bet brudet evel ar gwellañ aktourez pornografek er bed[3][4][5], ma vez graet rouanez ar filmoù pornografek anezhi.

Krog e oa gant ar filmoù-se e 1993, goude bezañ bet emziwiskerez ha patrom-luc'hskeudenner. Meur a briz he deus bet e-touez ar re a vez ingalet gant greanterezh ar filmoù pornografek e SUA. Savet he deus he c'hompagnunezh ClubJenna e 2000 gant an den a zo deuet da vout he fried, Jay Grdina, a-raok terriñ o eured. Da gentañ e oa krog gant he lec'hienn dezhi er genrouedad, goude he devoa graet war-dro lec'hiennoù aktourezed all, ha neuze sevel filmoù pornografek e 2001, hag an hini kentañ e oa Briana Loves Jenna (gant an aktourez pornografek Briana Banks), a reas berzh (a-hervez) e 2002. E 2005 e oa bet gounezet gant he c'hompagnunezh, Club Jenna, kement ha 15 milion a zolaroù. Bruderezh evit he lec'hienn hag he filmoù zo bet, gant he foltred, e Times Square, e New York City. Un abadenn a ra e Playboy TV, Jenna's American Sex Star, ma vez aozet ur genstrivadeg evit danvez-aktourezed pornografek a c'hounezo ur c'hontrad gant he Club Jenna .[6]. Goude-se e oa krog da c'hoari tammoù e filmoù boutin, evel film Howard Stern film Private Parts' e 1997 , pe e filmoù skinwel, evel e 2003, evit NBC e daou eus an heuliad Mister Sterling.
E 2004 e voe embannet he buhez How to Make Love Like a Porn Star: A Cautionary Tale, bet c'hwec'h sizhun e roll ar levrioù muiañ gwerzhet gant an New York Times . Krouet he deus un istor treset, anvet Jenna Jameson's Shadow Hunter, embannet gant Virgin Comics e 2008. C'hoariet he deus er film spont ha fent Zombie Strippers, e 2008 ivez.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jenna Jameson e 2006

Jenna Marie Massoli, ganet e Las Vegas, Nevada, zo merc'h da Lawrence Massoli ha Judith Brooke Hunt. He zad zo a orin italian hag ofiser polis, ha rener programoù ar skinwel KVBC-TV. He mamm a oa dañserez e Las Vegas er Tropicana Resort & Casino.[7][8] . Marvet e oa he mamm gant ur melanoma e 1976, pa ne oa ket 2 vloaz c'hoazh.[2]. Gant priz al louzeier e oa aet buan ar stal da stalig, hag ar stalig da nebeud a dra , ha ret e voe mont da lec'h all: e Nevada, Arizona, Montana, chom en ur garavanenn, gant he mamm-gozh. He zad a laboure e polis Las Vegas, ha kamaradez tost e oa d'he breur henañ Tony.[9] . A-hed he bugaleaj eo bet enskrivet e kentelioù koroll ha sachet e-barzh kentstrivadegoù koantiz. [10]. E DVD ar film Zombie Strippers e lavar he deus embreget an dañs e-pad 15 vloaz. En he buhezskrid e kont penaos, e miz Here 1990, pa oa an tiegezh o chom war ar maez en un domani sevel chatal, e Fromberg, Montana, e oa bet meinataet ha gwallet gant pevar faotr goude ur c'hoariadeg mell-droad amerikan el lise Fromberg High School.[9]. Kement-se a c'hoarvezas pa oa o c'hoari biz-meud da vont d'ar gêr , goude ma oa savet er c'harr gant ar pevar faotr

En deroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reas ober evel he mamm ha dañsal e Las Vegas evel "showgirl", met ne voe ket kemeret peogwir ne oa ket mentek a-walc'h , ne oa ket 173 cm.[11]. Fret a gavas e Disneyland Resort,[7] met kuitaat a reas al labour a-benn daou viz He c'hentañ anv dañserez e oa "Jennasis",[8] a vo anv he ur gompagnunezh ("Jennasis Killing Co.").[12]. Goude he deus kemeret an anv "Jenna Jameson" pa oa dougerez-dilhad goude sellout el levr-pellgomz da glask un anv-tiegezh aglotfe brav gant hec'h anv-badez hadibabet he deus Jameson abalamour d'ar whiskey-se a blij dezhi evañ.[2][13] Pa oa er skol (high school) e oa krog da gemer drammoù, kokain, LSD, ha metamfetamin e kompagnunezh he breur a oa aet war an heroin[7]) hag he zad zoken.[9] War washaat e oa aet he sujedigezh d'an drammoù evel-just e-pad ar pevar bloaz a dremenas gant he mignon. Paouezet e oa da zebriñ (unan eus efedoù an heroin) ken e veze kavet re boan d'ober poltredoù. Kuitaet e voe gant ar paotr e 1994 pa ne boueze nemet 34 c'hilo ken. Ur c'hamarad a lakaas anezhi en ur gador rodek da gas d'he zad en-dro.


He filmoù pornografek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En AVN Adult Entertainment Expo 2007, January 12, 2007. Ur veleganez klasel, anat hec'h enplantadennoù.

Jenna a lavar e oa krog gant ar filmoù pornografek abalamour da gas an dorzh d'ar gêr d'he dousig Jack ha ne veze ket gwall fur.[3] Kentañ film erotek a reas a voe graet e 1993,

He buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh ken ha ken en deus graet he levr How to Make Love Like a Porn Star: A Cautionary Tale kenkent ha deuet er-maez e miz Eost 2004, kenskrivet gant Neil Strauss, a a genlabour gant an The New York Times ha Rolling Stone, embannet gant ReganBooks, ur rann eus HarperCollins. C'hwec'h sizhun-pad e voe war listennad gwellañ gwerzhioù an New York Times. Troet eo bet en alamaneg (Pornostar. Die Autobiographie) e 2005 hag e spagnoleg (Como Hacer El Amor Igual Que Una Estrella Del Porno e 2006.

Filmoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet eo bet Jenna Jameson e 2001 en ur video evit ar ganaouenn "Without Me gant Eminem [14]

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket brudet evel un emsaverez politikel met aet eo a-enep an doareoù drouk ouzh al loened, ha graet ur video a-enep doareoù ar gompagnunezh kig-yar Kentucky Fried Chicken [15]

Loreoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Receiving XRCO Hall of Fame award at the XRCO awards, June 2, 2005

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant he fried kentañ Jay Grdina, e 2005

</ref>[16] --> E miz Du 2006 e lavaras Ortiz en The Howard Stern Show, e kare Jenna Jameson, ha ne rae ket filmoù pornografek ken hag o devoa un darempred sirius .[17] E 2006 e c'houlennas Jenna Jameson dizimeziñ digant Grdina.[18] Kinnig a reas Ortiz ha komz eus o c'harantez en abadenn an 2008 AVN Adult Movie Awards pa oa o kinnig ur priz. Gwelet eo bet ivez e div abadenn eus The Celebrity Apprentice o sikour Ortiz en e drevelloù.

In March 2007 at the AVN Awards, Jameson blamed her appearance on the divorce proceedings.[19]


Jenna Jameson he doa embannet e 2008 e oa dougerez hag o c'hortoz gevelled a zo ganet e miz Ebrel 2009.[20][21]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hollie McKay (2008-11-07). Pop Tarts: Jenna Jameson Wants to Make Porn Name Official. Fox News. Kavet : 2008-11-10.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Aussenard, Jean-Paul (2005-03-27). How a Young Adult Star Turned Porn into Profit and Prominence. E! True Hollywood Story. E! Online. Diellet e the original on 2005-03-28. Kavet : 2006-08-15.
  3. 3,0 ha3,1 The (Porn) Player. by Matthew Miller, Forbes magazine (July 4, 2005). Kavet : February 1, 2007.
  4. "Jenna Jameson's Forbidden Desires". by Vanessa Grigoriadis, Rolling Stone magazine, August 11, 2004. Retrieved February 1, 2007. Reprinted as "Jenna Jameson: Girl On Top", by Vanessa Grigoriadis, The Independent (September 05, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  5. A Star Is Porn. by Dan Ackman, Wall Street Journal, August 27, 2004, Page W13. Online at author's web site. Kavet : February 1, 2007.
  6. Jenna Jameson page at Gamelink.com. Kavet : April 9, 2008.
  7. 7,0 7,1 ha7,2 At Home with Jenna Jameson: Off Camera, Cashmere and Crosses. by Dinitia Smith, The New York Times (April 15, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  8. 8,0 ha8,1 "Porn star's book walks wild side". by Norm Clarke, Las Vegas Review-Journal (September 8, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  9. 9,0 9,1 ha9,2 The porn broker. by Adam Higginbotham, October 9, 2004, Telegraph Magazine, presented by The Age. Retrieved February 1, 2007. Also reprinted in a slightly edited form as "A life of ups and downs", Sydney Morning Herald (December 4, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  10. Jenna Jameson. AskMen.com Model of the Week feature. Kavet : February 1, 2007.
  11. Showgirls vs. dancers. Las Vegas Review-Journal (July 27, 2004). Kavet : February 1, 2007.
  12. WIPO Domain Name Decision: D2004-1042. Nels T. Lippert, World Intellectual Property Organization (February 15, 2005). Kavet : February 1, 2007.
  13. Jenna Jameson: Ever wonder how she got her tits?. Video at Metacafe.com. Kavet : February 1, 2007.
  14. "VMA Lens Recap: The Story Behind Eminem's 'Without Me'", by Corey Moss, Aug 26 2002 MTV. Retrieved August 20, 2009.
  15. Jenna Jameson Speaks Out Against KFC, Retrieved 2007-11-19.
  16. Porn Star Too Hot for Marines. Page Six", November 1, 2006, New York Post. Diellet e the original on November 9, 2006. Kavet : February 5, 2007.
  17. Howard Stern show summary. Howard Stern.com (November 30, 2006). Kavet : February 5, 2007.
  18. Jenna Jameson files for divorce. United Press International (December 12, 2006). Kavet : February 5, 2007.
  19. Robin Leach (2007-03-23). "Jenna Jameson Fires Back and Blames Weight Loss on Triple Ex-Hubby, Not Anorexia". Vegas Pop. Kavet : 2007-04-01.
  20. Samia Sehgal (2008-09-23). Jenna Jameson confirms being pregnant with Twins. themoneytimes.com. Kavet : 2008-09-23.
  21. Jameson Confirms That She's Expecting Twins. WSCC-FM (2008-09-23). Kavet : 2008-09-23.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.