Jenő Landler

Jenő Landler (LFE: ['jɛnø: 'lɒndlɛr], 1875 – 1928) a oa bet anezhañ unan eus pennoù komunour Hungaria.
Studial a reas ar gwir ha dedennet e oa bet er penn-kentañ gant ar Strollad Sokial-demokratel dre ar fed ma laboure gant sindikad labourerion an houarn. Muioc'h-mui avat e troe war an tu-kleiz hag a-benn ar fin e teuas da vezañ ezel eus ar Strollad Komunour.
Dont a reas da vezañ Komisar evit an Aferioù Diabarzh e gouarnamant Republik Soviedel Hungaria e 1919. E penn Arme Ruz Hungaria e oa bet lakaet ivez o stourm a-enep d'ar broioù (Roumania dreist-holl) ma felle dezhe aloubiñ Hungaria.
Goude ma'c'h eas ar republik Soviedel da get e tec'has kuit o klask repu en Aostria hag eno e kendalc'has evel penn Strollad Komunour Hungaria en harlu.
Mervel a reas Jenő Landler en harlu e Cannes (Frañs) e 1928 ha kaset e oa bet e ludu da Voskov ma oant bet bezet e mogerioù ar C'hremlin.