Mont d’an endalc’had

Jeffrey Epstein

Eus Wikipedia
Jeffrey Epstein
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJeffrey Epstein Kemmañ
Anv ganedigezhJeffrey Edward Epstein Kemmañ
Anv-bihanJeffrey Kemmañ
Anv-familhEpstein Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Gen 1953 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrooklyn Kemmañ
Deiziad ar marv10 Eos 2019 Kemmañ
Lec'h ar marvMetropolitan Correctional Center, New York City, New York Kemmañ
Doare mervelassisted suicide, muntr Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ, strangling Kemmañ
Lec'h douaridigezhStar of David Cemetery Kemmañ
TadSeymour G. Epstein Kemmañ
MammPauline Epstein Kemmañ
Breur pe c'hoarMark Epstein Kemmañ
Kompagnun(ez)Ghislaine Maxwell Kemmañ
Den heverkGhislaine Maxwell Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Place of detentionMetropolitan Correctional Center, New York City Kemmañ
Kondaonet evitsolicitation Kemmañ
Micherden a aferioù, kelenner, banker Kemmañ
ImplijerBear Stearns, Jeffrey Epstein VI Foundation Kemmañ
Bet war ar studi eCourant Institute of Mathematical Sciences, NYU, Cooper Union, Lafayette High School Kemmañ
Lec'h annezLittle Saint James, Palm Beach, Herbert N. Straus House Kemmañ
Perc'henn warJeffrey Epstein's "little black book" Kemmañ
HashtagEpstein Kemmañ
Chargesex trafficking Kemmañ

Jeffrey Epstein [ˈd͡ʒɛfɹi ˈɛpstiːn], ganet d’an 20 a viz Genver 1953 e Brooklyn ha marvet d’ar 10 a viz Eost 2019 e Manhattan da 66 vloaz, a oa un den a aferioù ha torfedour revel stadunanat.

Kregiñ a reas gant e vuhez vicherel evel kelenner war ar matematik ha skiantoù fizik en Dalton School, ur skol brevez eus karter an Upper East Side, e New-York. An darempredoù skoulmet gant kerent e skolidi a sikouras anezhañ da vezañ tutaet er bank postañ Bear Stearns. E vicher gentañ e bed an arc’hant e voe.

Yaouankiz ha red-micher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Jeffrey en ur familh yuzev eus ar renkad etre e Brooklyn. Seymour G. Epstein, tad Jeffrey, a laboure e servij an takadoù e kêr New York.

Jeffrey Epstein a gomañsas e red-micher war dachenn an arc’hant goude bezañ bet kelenner matematik ha skiantoù fizik en Dalton School e Manhattan er bloavezhioù 1970. E-mesk e skolidi e oa bugale Alan C. Greenberg, prezidant ar bank Bear Stearns, hag en deus digoret dorioù e embregerezh dezhañ evit bezañ degemeret e bed an arc'hant.

E 1976 e cheñchas micher evit dont da vezañ “trader” e ti Bear Stearns, o labourat er rann “produioù ispisial” hag e rann ar strategiezh fiskal evit ar pratikoù pinvidikañ.E ti Bear Stearns e reas berzh buan, ha dont a reas da vezañ ezel kevelet e 1980. Daou vloaz goude e roas lañs d’e embregerezh mererezh arc’hant  J. Epstein & Co.

Gounit a reas buan pratikoù en o aez, ha merañ a reas fredoù en tu all d’ur miliard a zollaroù. Koulskoude, kaset e voe e red-micher pell war-raok gant Leslie Wexner, krouer The Limited. Roet e voe dezhañ gant Wexner mererezh e arc’hant personel, ar pezh en deus sikouret staliañ doare bevañ pompadus Jeffrey, sur a-walc’h.

A-hed ar bloavezhioù e savas Jeffrey kalz liammoù gant tud levezonek, politikourien evel Bill Clinton peurgetket, ha tud eus ar roueelezh evel ar priñs Andrew, dug York. Ar perc’hentiezhoù niverus en doa dre ar bed hag e veajoù prevez gant e garr-nij o deus lakaet dezhañ da vezañ anavezet evel ur miliardour levezonek ha kevrinus.

Koulskoude, adalek penn-kentañ e red-micher e oa kalz brudoù war ar fed e plije dezhañ ar merc’hed yaouank, ar pezh en deus degaset diskred warnañ adal ar bloavezhioù 2000. E gavandennoù gant tud vrudet ha personelezhioù a renk uhel kenañ o deus miret anezhañ e-kreiz ar vrud, memes goude e varv e 2019.

Torfedou reizhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jeffrey a zo bet tapet gant an FBI e 2019 evit bezañ bet e-barzh ur rouedad etrebroadel gistierezh oc’h emplegañ tud yaouank. E-keit ma oa o c’hortoz e brosez evit trafik tud yaouank e voe kavet marv e-barzh e gell en toull-bac’h, ar pezh a lako fin d’an argerzhadur a-enep dezhañ. E vestrez, Ghislaine Maxwell, a zo bet kondaonet da 20 vloaz toull-bac’h evit trafik revel ha disleal e 2022.

  • "Filthy Rich : The Billionaire's Sex Scandal - The Shocking True Story of Jeffrey Epstein" gant James Patterson : al levr-mañ a zispleg an afer Epstein dre ar munud, displegañ a ra tu ar reuzidi.
  • "Epstein : Dead Men Tell No Tales" par Dylan Howard, Melissa Cronin, ha James Robertson : un enklask don war marv Jeffrey Epstein ha war darvoudoù tro-dro e vuhez hag e dorfedoù.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]